Pajenn:Catechis, 1814.djvu/115

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
111
Pedennou epad an Ofern.





PEDENNOU
EPAD AN OFERN.


E commançamant an Ofern.


Ma Doue, ra vo an Oferen-màn ur feunteun a c’hraç hag a visericord evidoun. Ra lacaï em speret hac em c’halon un desir bras da vea, evel ma tleàn, anaoudec mat eus ho madelezou. Ra vezin prest da anduri pep tra evit ho Map adorabl, o velet ar pez en deus anduret evidoun. Hoc’h adori hag o trugarecaat a ràn. Ra blijo deoc’h, dre veritou Jesus-Christ, ar servich hag an enor a rentàn deoc’h.


Epad ar Gonfiteor.


Ma Doue, leun eo ma Ene eus an dristidiguez ar vrassa, o sonjal em pec’hejou. Ma c’houstianç am pic hag am zourmant, o tigaç sonch din eus ma ingrateri dinatur. Ruzia a ràn gant mez en ho presanç, ma Doue. Ne glasquàn quet golo na cuzet ma fec’het. Mæs c’hui so un Doue leun a vadelez, ne fell quet deoc’h ma c’holl, sellet a drue oc’h ma c’halon glac’haret.


Pa sao ar Belec oc’h an Auter.


Mar deu ho justiç d’ober din crena, ar sonch eus ho madelezou ar ro couraich din. Ober a reont din tostaat ouzoc’h gant fianç, Tad trugarezus, roet an dorn d’ar Map prodig