Pajenn:Catechis, 1814.djvu/114

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
110
Pedennou goude ar Gommunion.


Goulennou.


Oma Jesus sellet ouzin,
Ha roet din ar pez a fell din ;
Roet din ar c’hraç d’ho caret bepret,
Hag ar c’hraç n’hoc’h offancin quet.

Roet deomp oll epad hor buhe
Feiz, Espetanç ha Carante ;
Hag oc’hpenn an oll vertuziou
A enep an oll bec’hejou

Ma trec’himp dre humilite
Pep orgouil ha pep vanite,
Avaristet dre largente,
Lubricite dre chastete.

Dre baciantet facheri,
Ha dre bep carante avi,
Dre demperanç ar gloutoni,
Ha dre dilijanç diegui.


Evit ober a neve Promessaou ar Badiant.


Ma Doue, me renonç a greis ma c’halon d’an drouc-speret ha d’e euvrou, d’ar bed ha d’e bombançou, d’ar c’hic ha d’e zesirou diboëllet. Deoc’h hepquen, ma Doue, a fell din bea hivisiquen. C’hui hepquen a fell din da chelaou ha da heulia. En ur guer, evidoc’h hepquen e fell din beva ha mervel.

Me a renonç d’an drouc-speret ;
D’ar c’hic ha d’ar bed milliguet ;
E servich an Drindet santel,
E fell din beva ha mervel.