Pajenn:Catechis, 1814.djvu/110

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
106
Pedennou abars ar Gommunion.


Da silvidiguez ma Ene.

Me a gred ar virione-màn
So ziscleriet da bep-unàn
Gant Jesus hag e Ebestel,
Hag an Ilis hor Mam Santel.


Act a Adoracion.


M’hoc’h ador Jesus ma Salver
Er Sacramant eus an Auter ;
C’hui eo ma C’hrouer, ma Doue,
Ma Mæstr, ma Autrou, ma Roue.


Actou a Humilite.


Pec’her ingrat piou ezoun-me
Da dostat ouzoc’h, ma Doue ?
An oll Sænt hag ar Santeset
A grenn bepret hoc’h ho quelet.

Sioas, Sioas, petra rin-me !
Leun eo a fautou ma Ene :
Biscoas ne veritis netra
Nemet an tourmanchou brassa.


Actou a Gontricion.



E creis ma c’halon me am eus
Ur glac’har t un hïrvoud, ur c’heus,
Rac beza quement offancet,
Sioas, ma Salver biniguet !

Ra vezo ma c’halon rannet
Rac bea quellies offancet
Un Doue quer bras, un Doue quer mat
Sioas din-me pec’her ingrat !

Pardonnet din ma fec’hejou,