Pajenn:Catechis, 1814.djvu/11

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
7






CATECHIS.




AR C’HENTA CHABIST.


Var an Hano ha Merc ar C’hristen.


AR GUENTA QUENTEL.


Goulen. HA c’hui so Christen ?

Respont. Ya, dre c’hraç Doue.

G. Petra eo ur C’hristen ?

R. Un den badeet, pehini a gred hag a heul al Lezen Gristen.

G. Petra eo al Lezen Gristen ?

R. An hini so bet desquet deomp gant Jesus-Christ e-unan, pe gant e Ebestel, hac a so proposet deomp gant an Ilis.

G. Ha ret eo gout al Lezen Gristen ?

R. Ya, hag ar re so lezirec d’e zisqui, n’ellont quet bea salvet.

G. Ha pec’hi a ra ar vugale lezirec da zont er C’hatechis ?

R. Ya, pec’hi a reont, ha danger bras so evit o silvidiguez.

G. An Tadou ha Mammou hag-hi so obliget da zisqui al Lezen Gristen d’o bugale ?

A iv