Pajenn:Catechis, 1814.djvu/109

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
105
Pedennou abars ar Gommunion.






PEDENNOU
ABARS AR GOMMUNION.




UN INTANCION VAT.


Mont a ràn da Sacramanti,
Evit ma hillin enori,
Eguis ma rancàn, ma Doue,
Ha contanti e Vajeste.

Da drugarecat ma Autrou
Evit e oll madelezou,
Evit obteni e c’hraçou,
Ha pardon eus ma fec’hejou.

Evit cahout an oll vertuziou
Ha diouall oc’h ar pec’hejou,
Da drec’hi pep tentacion,
Ha pep goall inclination.

Me offr c’hoas ma C’hommunion
Evit repos an Anaon,
Oc’hpenn evit quement hini
Ma zoun obliget da bidi.


Actou a Feiz.



Me gred ferm hep douetanç erbet,
E zàn da receo en efet
Ar C’horf sacr ha Goad ma Salver
Er Sacramant eus an Auter.

Me gred e recevin ive
Gant e Gorf santel e Ene,
Hag oc’hpenn e zivinite