Pajenn:Catechis, 1814.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
Pedennou dioc’h an nos.






PEDENNOU
DIOC’H AN NOS
A dle bea desquet d’ar Vugale, ha lavaret assambles en Tieguezou.




† En hano an Tad, hag ar Map hag ar Speret-Santel. Evel-hen bezet grêt.


Evit trugarecaat Doue.


M’Ho trugareca, ma Autrou,
Evit hoc’h oll madelezou,
D’am beza crouet, conservet,
Prenet, en Ilis recevet,
D’am beza hirio conservet,
Ha dioc’h pep piril diouallet.

Evit goull ar sclerigen da anaout hor pec’hejou.


Roet din, va Jesus, guir c’houlou,
Evit anaout ma fec’hejou.

Examinomp hor c’houstianç.


, ma ene, em offançou,
Euvrou, comsou, songesonou.

Evit goull pardon eus hor pec’hejou.


Cueus am eus da vea offancet
Ma Doue dign da veza caret ;
Me a bromet d’en em viret,
Gant graç Doue, dioc’h pep pec’het.

G iij