Pajenn:Catechis, 1814.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

tum Michaëlem Archangelum, beatum Joannem Baptistam, Sanctos Apostolos Petrum et Paulum, et omnes Sanctos orare pro me ad Dominum Deum nostrum.

ME goës oc’h Doue oll-galloudec, oc’h ar Verc’hes glorius Vari, oc’h an Autrou Sant Miquel Arc’hel, oc’h an Autrou Sant Yan Vadezour, hac oc’h an Ebestel SantPer ha Sant Paul, hac oc’h an oll Sænt (er Goëssion e lavarer c’hoas, hac ouzoc’h ma Zad), abalamour m’am eus pec’het bras dre sonch, dre gomS, dre euvr : dre ma faut, dre ma faut, dre ma brassa faut. Rac-ze e pedan ar Verc’hes glorius Vari, an autrou Sant Miquel Arc’hel, an autrou Sant Yan-Vadezour, an Ebestel Sant Per ha Sant Paul, hac an oll Sænt, (er Goëssion e lavarer c’hoas, ha c’hui, ma Zad), da bedi Doue evidoun.


Evit caret Doue hac hon Nessa.

GOURCHEMENNOU DOUE.

1. UN Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri.
2. Hep caus e Hano ne doui quet
Nac ive netra eus ar bed.
3. Miret a ri an oll Suliou,
Gant euvrou mat ha pedennou.
4. Da Dad, da Vamm a enori,
Ha da vuhe a astenni.
5. Mir ne lazi den er bed,
Nac a galon, nac a efet.