Neus quen remed nemet unan,
Coves tout, coves freas buan :
Ar pec’het humilianta
Covessaït-en da guenta.
Ar poeson bras taolet er meas,
Chetu c’hui pare, pec’heur queas ;
O pebes joa ! pebes douçder
A santot er mêmès amser !
Bremâ evel un aër aspic
Ho crim nac’het ho crign, ho pic :
Neuse e santot eur repos
Qen douç a peoc’h ar barados.
Oc’h Æl mad ho poa contristet,
Qeit ha ma nac’hac’h ho pec’het,
A raï neuse gant an Ælez,
Ur fest a laouenidiguez.
O va Doue, da ur C’honfessor
Pebez bonheur ! pebez tensor !
Ho tanvad a yoa dianquet
En deus amâ deoc’h recouret.
Na grenit mui, pec’heur aounic,
Hêvel ouc’h tad ar map prodic :
Gant e joa oujoc’h e vouelo,
Ha gant douçder ho consolo.
Rac ar binigen e crenac’h,
Rust ha poanius bras e c’hredac’h
Maes hiryo e velot patant,
Eo o nac’h ema’n tourmant.
Va Doue, me zo bet abuset,
Dissimuli, nac’h va fec’het ;
Da goves en em resolvan,
Biquen mui pec’het ne nac’han.