Penaos e c’houffen-me anaout eta nepret
Ar vadeles estranch oc’h eus-hu em andret ?
Couscoude m’en em offr gant ûr guir humilite
D’ho servicha, va Mestr, ato gant fidelite ;
Me ro deoc’h va c’halon quer couls ha va speret,
Evit songeal ennoc’h ac evit ho caret.
Ya, va Zad divin, m’ho car à greis va ene,
Ha moyennant ho craç ho carin pelloc’h ive ;
Me choasse quent mervel, eguet ma tilessen
Ho carantes santel, o terri o lèzen.
C'hui eo va oll desir, c’hui eo va oll esperanç ;
D’oc’heul ha d’ho caret roït din ar berseveranç ;
Na bermetit biquen, va Salver truezus,
E teuen da goumeti nep seurt pec’het grevus.
Evit na vezin mui diouzoc’h dispartiet,
Grit ma fæzin ar c’hic, ar bed hac an drouc-speret ;
Abalamour dec’h-hu me renonç à vremâ
D’ar plijadurou all a gaveur er bed-mâ.
Laquit en ancounac’h va fec’hejou tremenet,
Ha roït din anezo em c’halon ûr guir regret,
Grit ma resistin ferm ous an dentacion,
Ha ma tiouallin guëll ous an occasion.
Rac-se pliget gueneoc’h sellet ouzin à drues,
O reï din assistanç ha nerz em sempladures,
Ma ellin gant courach trec’hi an ell viçou
Dre voyen ar pratic eus an oll vertuziou.
Etre ho taouarn sacr en em lacan, va Jesus,
Pa zoun prenet guaneoc’h dre hoc’h oll goad precius ;
Cunduit va c’hamejou bete va zremenvan,
Ha deut en articl-se d’am difen ous Satan.