Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/238

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


zo unañnet, zo unan. Me ùél goulenneu en dud-man é seùel a-us d’en armé, é pignat ar zu kadoer Doué èl un aspéden-veur eit er Vro. — Me ùél en Eled skanù doh hé henigein dé sent Breiz, de sent Frans. Me ùél en Eutrù Doué é plégein E Benn ar hor hornadih-douar, hag é cheleu...

Devéet é en Overenn. « Ite... » D’hamb d’hor labour, kaderion... Ha fallein e ra d’oh anaùout kened en drem dénel ? Sellet dohton goude ur gomunion...