Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/236

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



E dereù en oll-dreu, pe ne oé hoah Gourdad en Dud meit un tam pri é kreiz er pri, tèr iliz-veur e saùas Doué de Zoué : er mor, er hoedeg, er mañné. Nen des neved erbet dehé, hag ahoudé ma-h-es ar en Douar un dén, — ur boén —, ag er nevedeu-sé é ma deit d’er Hrouéour er pédenneu grédusan. Her guélet em es é kreiz er mor ; hen anaùet em es ar vlein meur a vañné : her kompren e ran ér hoedeg hiriù. Youhal e ra en tri léh-man Hanù ou Hrouéour, ha tennein e ran ur béden d’er galon kaletan, el er fulen ag ur mén-kaill. Taolen erbet ne dall un daolen sinet Doué.

Chetu ind é pignat, hor pédenneu, hor hañneneu. Ken ès, ken dous ! Dont e ra en dareu d’em deulegad. Perag ou des choéjet, eùé, eit hé soñnein er beuré-man, er gañnen e garan-mé er muian, « er vraùan a gañnenneu en Douar » ?