Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

deùéhan, e zo bet dihunet de vouéh er hanolieu, Breman é ouiant pegen kaer é en hanù a Vreizad, pegen îhùél é ou goèden. O goed er ré kouéhet pe soñné troñpilleu en Treh, ar hlanneu er ster istoériek ; goed bleizi-mor Dixmude ; goed rampsed emgannou Arras, en Yser, Champagn, er Saù-héol, goèd keltiek, reveès béniget, béniget, béniget ! Diséhet oé hor haloneu, ha kouéhet ous arnamb èl glao ; frost ha noah e oé hon douareu, ha te zo bet dehé un teil santel. Dré ha nerh, chetu hi é seùel a bep kornad, bleùen er valhdér broadel e glaskemb gùerso hé hadein. Mar plij get Doué é taolo gran, en hanù-man ’za.....

— Darvoud erbet épad en dé. Ardro huéh eur, ali e rér d’emb éh a hor hanolieu de seùennat un tammig er Boched. Me faotred e ran dehé deval él lojig en donnan, ér « groh », hag e choman get men deu serjant de hortos, Nitra ne respont er Boched d’hor hanolieu : tenneu fuzulien, tra kén.