Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


« Tèr leu ér mès taolet, tèr leù, doh en Douar bras,
Me énezen e saù, du é kreiz er mor glas ;
Er herrek astennet tro ha tro hi goarn kloz
Doh en houlenneu gouéù hag e ruill dé ha noz.

Emesk oll er broieu en um streù dré er Bed,
Naren, nen dès nikun hag e zo ken karet,
O mem broig a Hroé, a pen donn pell doh out,
Klanù onn, ha me halon hep éhan e hirvoud.

O me énez kollet duzé é kreiz er mor,
Pegours é touarinn-mé én ha berhér digor ?
Pe hér e anaùinn tan ha dourieu, mem bro,
Ken splann é du en noz ? Pegours é tinn endro ?.. »

Hag hunvréal e ra er pëurkeh martelod,
D’é voéz hen dès lesket é ouélein ar en aod,
D’é vugalé vihan, leùiné é galon,
D’é di liùet é guen e gousk ér stankeu don....