Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/109

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Meit en Héol-man arnous nes des chet hoah splannet :
E peh kornad ha zouar n’azeulér ket en Diaol,
    O Retér peur er bayañned ?
Me ùél é treménein arnous er prantadeu...
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
Breùet E gorv d’er skuih hag E Galon d’er gloez,
Ar vañnéieu Azi Jézus e stleij E Groez.

Me ùél Bed er Ré-zu. O Afrik délézet,
En ha goedegi don nag a hevrineu lous !
Eidous eùé neoah er Mestr en des konzét
Guéharall. Meit n’ha-h-es chet kleùet. Hanval ous
Doh ul lon divennoh ha ne gonz na ne gleu,
Un téoélded diaolek e hol te iné peur :
Pegours é tégori ha lagad d’er Gouleu ?
O, hast ! rag dé er Varn e dosta da bep eur.