Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

» C’houi a vezo eürus pa viot cassaet gant an dud ha bannet dioutho, pa viot dismeganset ha milliget, pa viot iskinet, pa vezo lavaret e gaou peb droug en hoc’h eneb, abalamour d’in, ha pa vezo distaolet hoc’h hano evel fallagr, abalamour da Vab an den. En devez-se, en em laouenait ha dridit gant ar joa, abalamour ma ’z eus evidhoc’h eun digoll pinvidic en envou. Rag ho zadou ho deus goall-gasset evelse ar bropheted a zo bet en ho raog-c’houi.

» Mes maleur d’ehoc’h-c’houi, tud pinvidic, abalamour m’ho peus ho frealzidigez er bed-man ;

» Maleur d’eoc’h-c’houi ho peus ho coualc’h, abalamour m’ho pezo naon ;

» Maleur d’ehoc’h-c’houi a c’hoarz breman, abalamour ma vouelot ha ma lenvot ;

» Maleur d’ehoc’h pa ho pezo bennoziou an dud, rag ho zadou a rea evelse d’ar fals propheted. »


2 — Deveriou diskiblien Jesus.

« C’houi eo holen au douar. Ma teu an holen da goll he vlas, gant petra e vezo sallet ? N’eo mad ken nemet da veza taolet er meaz ha da veza bresset gant an dud.

» C’houi eo sclerijen ar bed. Eur gear diazezet var eur menez ne c’hell ket beza cuzet. Ne vez ket elumet eur c’houlaouen evit he lakaat dindan eur boezel, mes var eur c’hantolor abalamour d’ezhi da sclerijenna kement hini a zo en ti. Evelse ive ra zeuio ho sclerijen-c’houi