Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARE PENNAD
Ar brezegen var ar menez.
(S. Vaze V, 1-48 ; VI, 1-34 ; VII, 1-29 ; VIII, 1 ; S. Lucas, VI, 20-49).
————
1 — Eurusted ha maleur.

Jesus a azezas goudeze var ar menez hag he ziskiblien a dosteas outhan. O veza taolet he zaoulagad varnho, e tigoras he c’hinou hag e kelenne anezho en eur lavaret :

« Eürus ar re a zo paour a spered, a zo distag ho c’halon dioc’h an danvez [1], rag rouantelez an env a zo d’ezho, holl vadou an ene er bed-man hag er bed all ;

» Eürus ar re a zo dous, rag bez’ ho devezo an douar, gant he vir vadou, hag ar baradoz, ar guir douar a bromessa [2] ;

» Eürus ar re a vouel rag frealzet e vezint ;

» Eürus ar re ho deus naon ha sec’hed ar justis, rag torret e vezint d’ezho ;

» Eürus ar re a zo trugarezus, rag ho-unan e cavint trugarez ;

» Eürus ar re a zo pur ho c’halon, rag Doue a velint ;

» Eürus ar re a gar ar peoc’h, rag hanvet e vezint bugale Doue ;

» Eürus ar re a c’houzanv beza goall-gasset abalamour d’ar justis, rag rouantelez an env a zo d’ezho.

  1. S. Cyprian, ap. Fillion. in Mat. V, 3.
  2. S. Jerom, ap. Fillion, ibid. 4.