Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

c’houi tec’hat dioc’h ar vuhanegez a dosta ? Grit eta frouez deread a binijen ha ne lavarit ket ennhoc’h hoc’h-unan : ni hon deus Abraham evit tad ; rag me a lavar d’ehoc’h, Doue a c’hell deuz ar vein-ze lakaat bugale da zevel da Abraham. A-vreman ar vouc’hal a zo lakeat var grizien ar vezen. Rag kement guezen ne zoug ket a frouez mad a vezo troc’het ha taolet en tan. »

Hag ar foul a c’houlenne diganthan en eur lavaret : « Petra ’ reimp eta ? » Hen a responte d’ezho : « An hini en deus diou zae, rei d’an hini n’hen deus ket ; hag an hini hen deus boued, ober ar memez tra. » [1]

Ar publicaned ive, tud ar guiriou, a deuas evit beza badezet, hag e lavarjont d’ezhan : « Mestr, petra ’ reimp-ni ? » Hen a lavaras d’ezho : « Ne d-it ket en tu all d’ar pez a zo merket d’ehoc’h. »

Ar zoudarded a c’houlenne outhan d’ho zro : « Ha ni, petra ’ reimp ? » Hag e lavaras d’ezho : « Ne voaskit den ebed, ne rit ket a c’haou, ha bezit avoalc’h gant ho pae. »

Hogen, evel ma crede ar bobl ha ma sonje an holl en ho c’halonou e c’helle Iann martreze beza ar C’hrist, e respontas en eur lavaret d’an holl : « Me a ro d’ehoc’h gant dour badiziant ar binijen ; mes an hini a deuio var va lerc’h a zo creffoc’h egedon ; n’oun ket din da zougen he voutou na da zilassa anezho : hen a vadezo ac’hanoc’h er Spered-Santel hag en tan. Evel

  1. Lamit, dre hoc’h aluzennou, ar gaou hen deus great d’ehoc’h ho pec’hejou. (Daniel, IV, 24).