Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 325 —

loas an douar holl, hag an heol a gollas he sclerijen.

Mamm Jesus a jome en he za e tal ar groaz, ha carez he vamm, Mari, maouez Cleophas, ha Mari Madalen, ha S. Iann. Pa velas Jesus he vamm, hag en he za, an diskibl a garie, e lavaras d’he vamm :

« Maouez, setu aze ho mab. »

Ha d’an diskibl e lavaras goudeze :

« Setu aze da vamm. »

Hag azaleg an heur-ze, an diskibl he c’hemeras ganthan.

Var dro an navet heur, Jesus a grias gant eur vouez crenv en eur lavaret :

« Eli, Eli, lamma sabacthani ? »

Da lavaret eo :

« Va Doue, va Doue, perag ho peus va dilezet ? »

Ar geriou-ze a zo ar re genta deuz ar psalm XXI a zo bet lakeat gant ar prophet David var muzellou ar C’hrist en he bassion.

Lod euz ar re a ioa eno a lavaras ouz he glevet : « Ema o c’hervel Elias. »

Jesus, o c’houzout oa peur c’hreat peb tra, evit ma vije sevenet eur gomz deuz ar Scritur, a lavaras :

« Sec’hed em eus. »

Bez’ ez oa eno eur podad guinegr. Unan anezho a redas dioc’htu, a gemeras eun tammm spoue, her c’hargas a vinegr, hag o veza hel lakeat var beg eur gorzen, e roas d’ezhan da efa. Ar re all a lavare : « Lez ta, guelomp hag e teuio Elias d’he zilivra. » — « Ia, emezhan, lezit, guelomp hag e teuio Elias d’he zistaga. »