Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/329

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 313 —

lakaat dispac’h etouez hor pobl, o tifen rei ar guiriou da Zesar hag o lavaret eo ar C’hrist-Roue. »

Pilat a zistroas el lez-varn, a c’halvas Jesus, hag en he za dirazhan, e c’houlennas outhan : « C’houi eo roue ar Jusevien ? » Jesus a respontas : « Lavaret a rit-hu an dra-ze ac’hanoc’h hoc’h-unan, pe re all ho deus hel lavaret divar va fenn ? » — « Daoust ha me a zo Juseo ? a respontas Pilat. Me ne ententan netra e Christ ar Jusevien : me a lavar ar pez am eus clevet. Ho pobl hag ho peleien-vras ho deus lakeat ac’hanoc’h etre va daouarn : petra ho peus great ? » Jesus a respontas : « Va rouantelez n’eo ket deuz ar bed-man ; dont a ra eus Doue var an eneou. Ma vije va rouantelez euz ar bed-man, va jervicherien a stourmfe evit miret na vijen lakeat etre daouarn ar Jusevien ; mes, breman, va rouantelez n’eo ket ac’han. » Neuze Pilat a lavaras d’ezhan : « Beza oc’h roue eta ? » — « Hel lavaret ho peus, eme Jesus : roue oun. Me a zo ganet hag a zo deut er bed evit rei testeni d’ar virionez, hag an neb piou bennag a zo deuz tu ar virionez a zilaou va mouez hag a zo deuz va rouantelez. » Pilat a lavaras d’ezhan : « Petra eo ar virionez ? » Ha ractal m’han doa lavaret ar ger-ze, ez eas adarre da gaout prinsed ar veleien hag ar bobl, hag e lavaras d’ezho : « Ne gavan abeg ebed ennhan. »

Neuze prinsed ar veleien ha pennou-bras ar bobl a damallas d’ezhan calz traou. Jesus ne respontas ket. Pilat a lavaras d’ezhan : « Ne respontit ket ? Ha ne glevit-hu ket pegement