Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 293 —

c’hasset, ha den ebed en ho touez ne c’houlen ouzin : « Da beleac’h ez it ? » Mes abalamour m’am eus lavaret d’ehoc’h an traou-ze, ho calon a zo carget a dristidigez. Goulzgoude, me ’ lavar d’ehoc’h ar virionez : talvoudus eo d’ehoc’h ez afen kuit, rag, ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne deuio ket davedhoc’h ; mes ma ’z an kuit, me a gasso anezhan d’ehoc’h. Pa vezo deut, e rei d’ar bed anzao ez eus bet pec’hed, ez oa justis hag e vezo barnedigez. Ez eus bet pec’hed, abalamour n’ho deus ket credet ennon ; ez oa justis, abalamour ma ’z an da gaout va Zad ha n’am guelot mui, ar pez a zizcuez va justis ha va zantelez ; e vezo barnedigez, abalamour prins ar bed-man a zo dija barnet, hag a gollo he c’halloud var ar bed.

» Calz traou am euz c’hoaz da lavaret d’ehoc’h, mes ne c’hellit ket ho c’hlevet breman. Pa vezo deut ar Spered-se a virionez, e tesko d’ehoc’h peb guirionez. Rag ne gomzo ket anezhan he-unan ; mes kement a glevo en Tad hag ennon a lavaro, hag e tisclerio d’ehoc’h an traou da zont. Hen am glorifio, abalamour ma recevo deuz ar pez a zo d’in, hag hen disclerio d’ehoc’h. Kement en deus an Tad a zo d’in ; setu perag em eus lavaret e recevo deuz ar pez a zo din, hag hen disclerio d’ehoc’h.

» Eur pennadic amzer, ha n’am guelot mui, gant daoulagad ho corf : eur pennadic amzer adarre, hag am guelot, gant daoulagad ar feiz, pa gassin d’ehoc’h ar Spered-Santel, rag mont a ran da gaout an Tad. »

Lod deuz he ziskiblien a lavaras neuze