Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 291 —

evel o viret gourc’hemennou va Zad e choman en he garantez. Lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze evit ma vezo va laouenedigez ennhoc’h ha ma vezo leun ho laouenedigez. Setu ama va gourc’hemen : en em garit etrezhoc’h evel m’am eus ho caret. Nicun ne c’hell caout brassoc’h carantez eged o rei he vuez evit he vignoned. C’houi eo va mignoned, ma rit ar pez a c’hourc’hemennan d’ehoc’h. Hiviziken n’hoc’h hanvin ket servicherien, rag ar servicher ne c’hoar ket petra ’ ra he vestr. Mes c’houi am eus hanvet mignoned, abalamour m’am eus roet d’ehoc’h da anaout kement am eus clevet gant va Zad. N’eo ket c’houi ho peus va dibabet, me am eus ho tibabet hag am eus ho lakeat evit ma ’z eot, ma tougot frouez ha ma chomo ho frouez, en hevelep doare ma roio d’ehoc’h an Tad kement hag a c’houlennot diganthan em hano. Ar pez a c’hourc’hemennan d’ehoc’h eo en em garet an eil egile.

» Ma ’z oc’h cassaet gant ar bed, deskit ez oun bet cassaet ganthan en ho raog. Ma vijec’h euz ar bed, ar bed hen dije caret ar pez a zo d’ezhan, mes abalamour n’oc’h ket euz ar bed ha m’am eus dibabet ac’hanoc’h a greiz ar bed, abalamour da ze hen deus cassoni ouzhoc’h. Bezit sonj deuz ar gomz am eus lavaret d’ehoc’h : ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Ma ho deus goall-gasset ac’hanon, e voall-gassint ac’hanoc’h ; ma ho deus miret va c’homzou, e virint ive ho re. Mes an holl draou-ze a reint en hoc’h eneb en abeg va hano, abalamour ne anavezont ket an hini hen deus va c’hasset. Ma ne vijen ket deut ha n’am bije