Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 267 —

tec’hat er goanv pe da zeiz ar Sabbat. [1] Neuze e vezo eun drubuill ker bras, ma n’eus ket bet eun all henvel outhi azaleg crouidigez ar bed gant Doue beteg vreman, ha ne vezo ket mui. Rag eun anken vras a vezo var an douar. Ma n’hen dije ket an Aotrou berreat an deveziou-ze, peb den a vije marvet ; mes abalamour d’an dud hen deus dibabet evit an env, e verraio an deveziou-ze. Counnar a vezo ouz ar bobl-ze. Lod a gouezo dindan dremm ar c’hleze ; lod all a vezo casset e sclavach etouez an holl boblou, ha Jerusalem a vezo bresset dindan treid ar baianed, beteg ma vezo leun amzer ar boblou. » [2]


2 — Dismantr ar bed

Pa vezo leun amzer ar boblou, egiz m’am eus lavaret, neuze, ma lavar d’ehoc’h unan bennag : « Ar C’hrist a zo ama ; ar C’hrist a zo ahont, » na gredit ket. Rag fals christou ha fals propheted a zavo, hag e reint traou souezus ha burzudou bras, en hevelep doare ma touellint, ma ve gellet ober, memez an dud a zo dibabet evit an env. Taolit evez eta ; setu em eus discleriet d’ehoc’h peb tra a ziaraog. Ma vez eta lavaret d’ehoc’h : « Ema en dezert. » na d-it ket ; « ema e diabarz an ti, » na gredit

  1. Ar Jusevien ne c’hellent ket ober ouspenn mil cammed da zeiz ar Sabbad. Christenien genta ar Judee a heulie al lezen-ze.
  2. Jerusalem a oue dismantret er bloaz 70. Unneg cant mil juseo a oue lazet ennhi epad ar vrezel ; seiteg mil ha pevar ugent a oue kemeret ha lakeat d’ar maro pe guerzet.