Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 256 —

An doctor a lavaras d’ezhan : « Mestr, ar virionez a zo ganehoc’h penn da benn, pa lavarit n’eus ken nemet eun Doue, ha n’eus hini all ebed nemethan, hag e ranker he garet euz an holl galon, euz an holl spered, euz an holl ene, euz an holl nerz, hag ez eo guelloc’h caret an nessa eveldomp hon-unan eged an holl loened a vez devet evit adori Doue hag eged an holl zacrifissou. »

Jesus, o velet hen doa respontet gant furnez a lavaras d’ezhan : « N’emaout ket pell dioc’h rouantelez Doue. » Azaleg neuze den ebed ne grede mui ober outhan goulennou.

Ar Pharisianed eta o veza en em zestumet, Jesus a c’houlennas outho epad ma kelenne en templ : « Petra ’ zonjit divarbenn ar C’hrist ? Da biou eo mab ? » — « Da Zavid, emezho. » Hag e lavaras d’ezho : penaoz an doctored a lavar ez eo ar C’hrist mab David ? Rag David he-unan, sclerijennet gant ar Spered-Santel, a hanv anezhan he Aotrou, pa lavar e levr ar psalmou : an Aotrou a lavaras d’am Aotrou : azez en tu deou d’in, beteg ma rin deuz da enebourien eur scabel evit da dreid. Neuze ta David a hanv ar C’hrist he Aotrou : penaoz ta eo he vab ? » (Jesus a zo mab David evel den hag he Aotrou evel Doue), [1] Den ebed na oue goest da respont eur ger d’ezhan, hag azaleg an deiz-se, nicun ne grede ober outhan goulennou ; mes eur bobl niverus her silaoue gant plijadur.

Beza m’han doa Jesus great kement a vurzudou dirazho, ne gredent ket ennhan, ha dre

  1. Bossuet, Méd. sur l’Ev., dern. Sem., 52° jour.