Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 255 —

» Evit resurrection ar re varo, n’ho peus ket lennet e levr Moyses ar pez a lavaras Doue d’ezhan e kichen ar voden : me eo Doue Abraham, ha Doue Isaac, ha Doue Jacob ? Hogen, Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo, rag evithan an holl a zo beo. Fazia calz a rit eta. » Eneou an dud varo a vev. Hag evel an eneou a zo crouet evit ar c’horfou, eneou an dud varo ne vezint en ho stad naturel, hag abalamour da ze, ne vezint eürus avoalc’h ken na c’hellint adarre en em unani gant ho c’horfou.

O clevet an dra-ze, ar foul a estlamme var he gelennadurez. Lod euz an doctored a respontas hag a lavaras : « Mestr, lavaret mad ho peus. » Hag a c’houdevez ne gredent ket mui ober goulennou.

Ar Pharisianed, o clevet hen doa Jesus great d’ar Sadduceaned chom sioul, a en em zestumas, hag unan deuz doctored al lezen, goude beza clevet goulen ar re-ze hag ar respont vad a reas d’ezho Jesus, a dosteas ive evit he amprou hag a c’houlennas outhan : « Mestr, pehini eo ar c’henta hag ar brassa gourc’hemen el lezen ? » Jesus a respontas d’ezhan : « Ar c’henta deuz an holl gourc’hemennou eo heman : silaou Israel : an Aotrou da Zoue a zo eun Doue unic. Caret a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl spered, euz da holl c’halloud. Hennez eo ar c’henta hag ar brassa gourc’hemen. An eil a zo henvel outhan : caret a ri da nessa eveldot da-unan. N’eus gourc’hemen all ebed brassoc’h eged an daou-ze : anezho e teu al lezen a bez hag ar bropheted. »