Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —

a ran d’he denna euz he gousk. » He ziskiblien a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ma cousk, e vezo saveteet. » Jesus hen doa comzet deuz he varo ; mes hi a gredas e comze deuz mored ar c’housk. Neuze Jesus a lavaras d’ezho sclear : « Lazar a zo maro, hag abalamour d’ehoc’h, eo joa ganen n’edon ket eno, evit ma credot. Mes deomp d’he gaout. » Thomas, lezhanvet Didym, a lavaras d’an diskiblien all : « Deomp, ni ive, evit mervel ganthan. »

Jesus a deuas eta, hag e cavas Lazar lakeat er bez abaoue pevar devez. — Bethanii a ioa var dro pemzeg stad, tost da dri-c’hart leo diouz Jerusalem, — Hogen, calz Jusevien a ioa deut da gaout Martha ha Mari evit habaskaat d’ezho keuz ho breur.

Kerkent ha ma clevas Martha oa deut Jesus, ez eas d’he ziambroug, mes Mari a jome azezet en ti. Martha a lavaras eta da Jesus : « Aotrou, ma vijec’h bet ama, va breur ne vije ket maro ; goulzgoude, gouzout a ran breman e roio Doue d’ehoc’h kement tra a c’houlennot diganthan. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Da vreur a zavo beo. » — « Me ’ c’hoar, a respontas Martha, e savo beo d’ar resurrection, en deiz diveza. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Me eo ar resurrection hag ar vuez ; an hini a gred ennon, ha pa ve maro, a vevo ; hag an neb piou bennag a vev hag a gred ennon, ne varvo ket da viken. Credi a res-te an dra-ze ? » — « Ia, Aotrou, emezhi, credi a ran ez eo c’houi ar C’hrist, Mab an Doue beo, a zo deut er bed-man. »

Goude beza lavaret an dra-ze, ez eas kuit