Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

c’hrouadur hen deus dridet gant joa em c’hreiz. Eürus oc’h da veza credet ! Rag an traou a zo lavaret d’ehoc’h a berz Doue a deuio da veza guir. »

Ha Mari a lavaras :

Magnificat anima mea dominum...

« Va ene a ro meuleudi d’an Aotrou, ha va spered hen deus dridet gant joa e Doue va Zalver.

» Rag taolet hen deus he zaoulagad var izelded he jervicherez, ha setu hiviziken an holl boblou am galvo eürus.

» An hini ’ zo galloudus hen deus great traou bras em c’henver, hag he hano a zo santel.

» He drugarez a en em astenn euz a rumm da rumm var gement hini a vev en he zoujans.

» Discuezet hen deus galloud he vreac’h ; casset hen deus da netra ar re a en em zave e sonjou ho c’halon.

» Discaret hen deus divar ho zron an dud galloudus, ha savet an dud dister.

» Carget hen deus a vadou ar re ho doa naon ha casset goullou diouthan ar re a ioa pinvidik.

» Savet hen deus Israel he jervicher, deut sonj d’ezhan euz he drugarez,

» Hervez m’hen doa lavaret d’hon tadou, da Abraham ha d’he ouenn evit ato. »

Hogen, Mari a jomas var dro tri miz gant Elisabeth, hag e tistroas d’he c’hear.

————