Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —

Jesus, o velet anezhan glac’haret, a zellas en dro d’ezhan hag a lavaras d’he ziskiblien : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, pegen dies eo d’ar re ho deus danvez mont e rouantelez Doue ! » An diskiblien a ioa sebezet o clevet anezhan. Mes Jesus a zavas adarre he vouez da lavaret d’ezho : « Va bugale ker, me a lavar d’ehoc’h adarre, pegen dies eo d’ar re a lak’ ho fizians en danvez mont e rouantelez Doue. Essoc’h eo da eur c’hanval treuzi dre doull an adoz eged da eur pinvidig mont e rouantelez Doue. » O clevet an dra-ze, an diskiblien, souezetoc’h c’hoaz, a lavare an eil d’egile : « Piou ta neuze a c’hello beza salvet ? » Jesus, o sellet outho, a lavaras : « Ar pez ne c’hell ket an dud, Doue a c’hell, o sicour an den da zistaga he galon dioc’h an danvez, rag Doue a c’hell peb tra. »

Neuze Per a zavas he vouez da lavaret d’ezhan : « Setu ni hon deus kuiteat peb tra hag hon deus heuliet ac’hanoc’h : petra hon dezo-ni ? » Jesus a lavaras d’ezho : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, c’houi hag ho peus va heuliet, d’ar resurrection, pa vezo Mab an den azezet var gador he c’hloar, c’houi a vezo azezet ive var daouzeg cador, evit barn daouzeg rumm-dud Israel ; hag an neb piou bennag hen dezo kuiteet he di, pe he vreudeur, pe he c’hoarezed, pe he dad, pe he vamm, pe he bried, pe he vugale, pe he barkeier, abalamour d’in ha da rouantelez Doue, hen dezo, azaleg an amzer-vreman, cant guech kement e tiez, e breudeur, e c’hoarezed, e mammou, e bugale, e parkeier, gant iskinou ; hag en amzer da zont