Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —

enebour. » Epad pell amzer ne felle ket d’ezhan, Mes d’ar fin e lavaras ennhan he-unan : « Beza ne zoujan ket Doue ha n’em eus aon rag den, evelato, abalamour m’oun tregasset gant an intanvez-man, e rin justis d’ezhi, gant aon, dre zont aliez, e torrfe d’in va fenn. »

An Aotrou a lavaras : « Clevit ar pez a lavar ar barner disleal. Ha Doue ne rafe ket justis d’ar re a zo dibabet ganthan evit an env, hag a gri varzu ennhan deiz ha noz ? Hag e talefe gantho ? Me a lavar d’ehoc’h, buhan e reio justis d’ezho. Goulzgoude, pa deuio Mab an den, sonjal a rit-hu e cavo feiz var an douar ha pedennou great eb ehana ? »

Lavaret a reas ar barabolen-man da hiniennou a ioa leun a fizians ennho ho-unan, abalamour ma c’h-en em gemerent evit tud just, hag a zisprije ar re all : « Daou zen a bignas en Templ da bedi : unan a ioa Pharisian hag eun all Publican. Ar Pharisian, en he za, a bede evelhen ennhan he-unan : « Doue, m’ho trugarekaa abalamour n’oun ket evel an dud all, a zo laëron, disleal, avoultrerien, nag evel ar Publican-man. Me a iun diou vech ar zizun, me a ro an deog deus kement am eus. » Ar Publican a en em zalc’he a-ziabell ha ne c’hoantea ket memez sevel he zaoulagad etrezeg an env, mes skei a rea var boull he galon en eur lavaret : « Doue, bezit truez ouz ar pec’her ma ’z oun. »

Me a lavar d’ehoc’h, heman a ziskennas pardonet en he di, ha nann egile. « Rag an neb a en em huelaa a vezo izeleet ; hag an hini a en em izelaa a vezo hueleet. »