Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DAOUZEGVET PENNAD
Diou barabolen all divarbenn implij an danvez
(S. Lucas, XVI, 1-31).
————


1 — Parabolen ar merer disleal

Jesus a lavare c’hoaz d’he ziskiblien : « Eun den pinvidic hen doa eur merer hag a ioa bet tamallet dirazhan da veza foranet d’ezhan he vadou. He c’hervel a reas eta hag e lavaras d’ezhan : « Petra ’ glevan divar da benn ? Ro count deuz da vererez, rag hiviziken ne c’helli ket beza va merer. »

» Ar merer a lavaras ennhan he-unan : « Petra ’ rin, p’e guir ar mestr a denn diganen ar vererez ? N’oun ket goest da labourat douar, ha mez am eus o vont da glask. Me c’hoar petra ’ rin evit beza digemeret gant an dud en ho ziez, pa vezin taolet euz va mererez. »

» O veza eta galvet holl dleourien he vestr an eil goude egile, e lavaras d’ar c’henta : « Pegement a dlees d’am mestr ? » Heman ’ lavaras « Cant barillad eol. » Ar merer a lavaras d’ezhan : « Kemer da villed, azez buhan ha scriv anter-cant. » Goudeze e lavaras da eun all : « Ha te, pegement a dlees ? » Heman ’ respontas : « Cant boezellad guiniz. » Ar merer a lavaras d’ezhan : « Kemer da lizer ha scriv pevar ugent. »

» Hag ar mestr a veulas ar merer disleal n’eo ket da veza bet disleal, mes da veza bet avizet-mad, rag bugale ar bed ho deus, en