Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL PENNAD
Ar vaouez avoultrerez. (S. Iann, VIII, 2-11).
————


Pa darzas an deiz, Jesus a zistroas en templ, hag ar bobl holl a deuas d’he gaout. Azeza ’ reas hag e kelenne anezho.

Hogen, an doctored hag ar Pharisianed a zigassas eur vaouez hag a ioa bet tizet oc’h ober avoultriach. Lakaat a rejont anezhi e creiz hag e lavarjont : « Mestr, ar vaouez-man a zo bet nevez tizet oc’h ober avoultriach. El lezen, Moyses a c’hourc’hemen d’eomp labeza, pe laza a daoliou mein, eun hevelep maouez. Ha c’houi, petra ’ lavarit ? » Comz a reant evelse evit he douelli, abalamour d’ezho da c’hellout he damall. Rag ma lavare he labeza, e tenne varnhan droulans ar Romened, mistri ar vro hag a zalc’he evitho ar guir da gondaoni d’ar maro : ma lavare he lezel da vont kuit, edo tamallet gant ar Jusevien da derri lezen Moyses.

Mes Jesus, o taou-blega, a en em lakeas da scriva var an douar gant he viz. Evel ma kendalc’hent da c’houlen outhan, e savas en he za hag e lavaras d’ezho : « An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h, ra daolo outhi ar mean kenta ! » Hag o soubla adarre, e scrive var an douar. Pa glevjont an dra-ze, ez ajont kuit an eil goude egile, ar re gossa da genta, ha Jesus a jomas he-unan gant ar vaouez a ioa en he za e creiz an dud. Jesus a zavas hag a lavaras