Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/183

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —

a deuas eta da gaout ar veleien-vras hag ar Pharisianed. Ar re-man a lavaras d’ezho : « Perag n’ho peus ket he zigasset ? » Ar goardou a respontas : « Den biscoaz n’hen deuz comzet evel an den-ze. » Ar Pharisianed a lavaras d’ezho : « Ha c’houi ’ zo bet ive touellet ? Ha beza ’ zo unan bennag hen dije credet ennhan etouez ar pennou-bras pe ar Pharisianed ? Evit ar foul-ze, ne anavez ket al lezen, tud milliget int. » Nicodem, unan anezho, an hini a ioa bet o caout Jesus en noz, a lavaras d’ezho : « Daoust hag hol lezen a varn eun den eb beza he glevet da genta hag eb gouzout petra ’ ra ? » Hi a respontas d’ezhan : « Ha te, bez’ ez out ive eur Galilean ? Furch er Scrituriou hag e veli ne zao prophed ebed euz ar Galilee. »

Ha peb hini a zistroas en he di. Jesus avad a en em dennas varzu ar menez Olived.


————