Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

glevas ar c’helou. Eun niver bras a dud, o velet ar burzudou a rea var ar re glanv, a ziredas var droad euz an holl geariou hag a en em gavas eno en he raog. Pa ziskennas euz ar vag, Jesus a velas eur foul vras, hag e kemeras truez varnho abalamour ma ’z oant evel denved eb pastor. Digemeret a reas mad anezho, hag ec’h en em lakeas d’ho c’helen, da gomz divarbenn rouantelez Doue ha da barea kement hini hen doa ezom deuz he zicour.

Dioc’h ar pardaez e pignas var eur menez hag ec’h azezas eno gant he ziskiblien.

Hogen, Pask, gouel ar Jusevien, a ioa tost. Jesus, o veza savet he zaoulagad, a velas eur bobl bras o tont varzu ennhan. Neuze an daouzeg a dosteas outhan hag a lavaras : « Al leac’h-man a zo distro, ha divezad eo breman. Digoviit anezho, ma ’z eint er c’heriadennou hag en tiegeziou tosta da brena boued da zribi. » Jesus a respontas : « N’eo ket red d’ezho mont : roit hoc’h-unan d’ezho da zribi. » Hag e lavaras da Philipp : « E peleac’h e prenimp-ni bara, evit ma c’hellint dribi ? » Comz a rea evelse evit he amprou, rag hen a c’houie petra edo o vont da ober. « Deomp da brena evit daou-c’hant diner bara, nao ugent lur a respontas an diskiblien, ha ni ’ roio d’ezho da zribi. » — « Daou c’hant diner bara n’eo ket avoalc’h, eme Philipp, evit m’han dezo peb hini eun tammig. » Jesus a lavaras d’ezho : « Ped bara ho peus ? It ha guelit. » Ha p’ho doa gouezet, unan deuz an diskiblien, Andre, breur Simon-Per, a lavaras d’ezhan : « Bez’ zo eur paotr ama hag hen deus pemp bara heiz ha