Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEMZEGVET PENNAD
Kenta cresk ar bara. Jesus a vale var ar mor (S. Vaze, XIV, 13-36 ; S. Marc, VI, 80-56 ; S. Lucas, IX 10-17 ; S. Iann, VI, 1-21).
————


Goude ma clevas Jesus ar c’helou-ze, an ebestel a zistroas d’he gaout hag a lavaras d’ezhan ar pez ho doa great ha desket d’an dud. Jesus a lavaras d’ezho : « Deuit a gostez en eul leac’h distro, ha discuizit eun neubeut. Evit guir, kement a dud a iea hag a deue ma n’ho doa ket amzer da zribi. Kemeret a reas eta an ebestel, pignat a reas gantho en eur vag, hag ec’h en em dennas en tu all da vor ar Galilee pe Tiberiad, en eul leac’h distro, hanvet Bethsaïda, er meaz euz ar Galilee.

Guelet a rejor anezho o vont kuit ha calz