Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

Pa deuas eun devez a zoare, Herodes, evit deiz bloaz he c’hinivelez, a roas eur goan d’ar brinsed, d’ar re genta deuz he offiserien ha da bennou-bras ar Galilee. Setu merc’h Herodiades a deuas e creiz ar zal hag a zansas. Plijout a reas da Herodes ha d’ar re a ioa ganthan ouz taol, ma lavaras ar roue d’ar plac’h yaouank : « Goulen diganen ar pez a giri, hag e roin d’id. » Memez e lavaras d’ezhi var he le : « Kement a c’houlenni a roin d’id, ha pa ve an anter deuz va rouantelez. »

Ar verc’h a ieas er meaz hag a lavaras d’he mamm : « Petra c’houlennin ? » — « Penn Iann Vadezour, eme hou-man. » Mont a reas difre da gaout ar roue hag e lavaras d’ezhan : « Me a c’hoanta e rofec’h d’in dioc’htu penn Iann Vadezour var eur plad. » Ar roue a oue glac’haret, mes abalamour d’he le ha d’an dud a ioa ouz he daol, ne falvezas ket ganthan ober displijadur d’ar plac’h yaouank hag e c’hourc’hemennas he rei d’ezhi. Cass a reas eta unan deuz he c’hoardou gant urz da zigass ar penn var eur plad. Heman a droc’has he benn da Iann er prison, he zigassas var eur plad hag he roas d’ar verc’h. Hi a roas anez-han d’he mamm.

Pa glevjont an dra-ze, diskiblien Iann a deuas, a gassas gantho ar c’horf hag he lakeas en eur bez. Goudeze e cassjont ar c’helou da Jesus.


————