Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DEGVET PENNAD
An avel foll torret ; an daou zen, kemeret gant an diaoul e Jerasa, pareet.
(S. Vaze, VIII, 18, 23-34 ; S. Marc, IV, 35-40 ; V, 1-20 ; S. Lucas, VIII, 22-39).
————


Er memez devez, dioc’h ar pardaez, Jesus, o velet calz tud en dro d’ezhan, a lavaras d’he ziskiblien : « Deomp en tu all d’al lenn. Pignat a reas en eur vag, hag an diskiblien, o lezel eno ar bobl, he gemeras gantho evel ma edo, dibourvez evit an hent. Bagou all a ioa c’hoaz ganthan. Epad an treiz ec’h en em roas da gousket. Ha setu eur bar-avel o c’houeza var ar mor, hag an tarziou dirollet o c’holo ar vag hag o carga anezhi. Edont en danjer. Jesus a gouske diadre, he benn var eun dorchen. An diskiblien a dosteas hag hen dihunas : « Mestr, emezho, ha n’emaoc’h ket e chal gant hon danjer ? Saveteit ac’hanomp, emaomp o vont da goll. Jesus a zavas hag a gemennas d’an avel gant eur vouez gourdrouzus, hag a lavaras grons d’ar mor : « Peoc’h ! sioul ! » Hag an avel a baouezas hag e teuas eur sioulded bras. Neuze e lavaras d’ezho : « Tud a neubeut a feiz, perag ho peus aon ? E peleac’h ema ho feiz ? Ha ne gredit ket c’hoaz ? » Spontet hag estlammet e lavarent an eil d’egile : « Piou heman ta ? Kemenn a ra d’an avel ha d’ar mor, hag o sentont outhan. »

An diskiblien a verdeas beteg an tu all d’al lenn, e bro Jorasa, dirag ar Galilee. Pa