Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —


3 — Parabolen ar guiniz hag an dreog

Jesus a lakeas dirazho eur barabolen all, hag a lavaras : « Rouantelez an envou a zo henvel ouz eun den hag hen deus hadet greun mad en he bark. Epad ma couske au dud, he enebour a deuas, a daolas had dreog var c’horre ar guiniz hag a ieas kuit. An ed a zavas, ha ractal ma tivodas e oue guelet an dreog. Neuze servicherien an ozac’h a dosteas hag a lavaras d’ezhan ; « Mestr, ha n’ho peus-hu ket hadet greun mad en ho park ? Euz a beleac’h ta ez eus dreog ennhan ? » Lavaret a reas d’ezho : « An enebour hen deus great an dra-ze. » Ar jervicherien a lavaras d’ezhan : « Mar kirit, ez aimp da c’houennat anezhan ? » — « Nann, emezhan, gant aon ne denfac’h, o testum an dreog, ar guiniz da heul. Lezit an eil hag egile da greski beteg an eost, ha da vare an eost e lavarin d’an eosterien : « Destumit da genta an dreog ha grit kerdin ganthan da zèvi ; ar guiniz avad, destumit anezhan em grignol. »


4 — Parabolen ar c’hreunen zezo

Eur barabolen all a lakeas dirazho en eur lavaret : « Ouz petra eo henvel rouantelez Doue ? E kenver petra e lakeimp anezhi ? Henvel eo ouz eur c’hreunen zezo hen deus kemeret eun den da hada en he bark. Beza eo, evit guir, ar bihanna deuz an hajou ; mes, p’hen deus great he gresk, eo brassoc’h eged an holl ieotennou, e teu da vezen, e ra