Pajenn:Cadoret - Yan ar burzudou, 1912.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Yan ar Burzudou
(kendalc’h)
————
Penaos e laeras Yan linseliou e aotrou


Hag an aotrou person d’an traon ha trezek an iliz. Kavout a reas ar zakrist o tont ive herdan ma c’helle.

— « Petra ’zo, eme ar person ? »

— « N’ouvean ket, aotrou person, me ’gave d’in eo c’houi a oa o son ar c’hleier. »

— « n’oun ket, laouen avat ! Petra ’zinifi an dra-ze ? Daoust piou en dije bet an hardiegez d’ober an tôl-man ? Et prim da welet. »

Ar zakrist a redas buhanoc’h ; ar person a heulhias anean.

N’en devoa ket ar sakrist digoret an nor ’met a-boan ma teuas a-drenv en eur leuskel eur griadenn hag o chachan an nor gantan ken herrus ma spontas ar maout a-neve ha ma krogas ar c’hleier da vrallan gwasoc’h evit biskoaz.

— « Petra ’zo aze, eme ar person ? »

— « Aotrou person, et c’houi da welet, mar karet, rak evidoun nan in ket, sur a-walc’h… O ma Doue ! an diaoul, an diaoul e-unan a zo o son ar c’hleier. »

— « pesort kôjou ! Red eo d’it bean zod, eme ar person en eur digeri an nor. »

Siouaz, pa welas al loen du-ze o sailhat hag o lampat gant kement a fulor, ne chomas ket da zonjal na da zellet. O chachan an nor gantan taeroc’h c’hoaz evit ar zakrist, e laras da heman en eur grenan :

— « N’ouvean ket avat petra c’hall bezan an dra-man. Sell, pesort afer, ha penôs e refomp-ni ? »

— « Laret em boa d’ac’h, eme ar zakrist o krenan ’vel eun delien, liou ar maro en e gerc’henn. »

Trouz ar c’hleier en devoa souezet an holl vourkiz. Brud an neventi a yeas buhan a di da di ; an holl, bihan ha bras, a zirede hag en em vode war ar vered ha ne glevet gant an holl nemet eun estlamm : « O ma Doue, an diaoul, an diaoul o son ar c’hloc’h ! »

— « Ba ! an dra-ze n’hall ket bean gwir evelkent, eme unan bennak. »

— « Eo, eo ! ha gwir mat, eme ar re-all. An aotrou person e-unan ne gred ket tostaat outan. »

— « Me ’meus gwelet anean dre faout an nor, eme eur c’hrennard en eur grenan. Du eo ; Kerniou en neus ha sailhat a ra evel eur blei fuloret. »

— « Itron Varia ar Porjou, sikouret ac’hanomp, eme ar merc’hed. »

Yann a arruas ive evel ar re all. Mouez ar c’hloc’h hag an dud o redek ’devoa digaset anean evel ma treuze ar bourk. Bale a rae e-touez an dud, o lavaret evel an holl hag o klevet sonj pep-hini.Hen avat ne lavare seurt ebet ; gortoz a rae e du.

— « Ha piou a yelo d’e lemel, piou a yelo warnean ? eme an aotrou person d’eur blokad pôtred a oa en-dro d’ean.

Hini ne respontas.

— « Aotrou person, eme Yann, roet d’in ar zoutanenn a zo warnoc’h ha me ’zo ’vont da welet. »

— « C’houi, Yann ? n’eo ket gwir ze. O farsal ez oc’h ! »

— « Roet hi d’in hag e welfet »

— « Mar ne fell nemet ze, avat, Yann, ho po anei mar karet. »

Laket e voe unan da vont d’ar presbital da glask eur soutanenn-all d’an aotrou person hag heman a roas neuze da Yann an hini a oa gantan.

Yann a wiskas anei prim ha prim, hag, hep laret gir d’an dud a oa chomet bamet da zellet outan, ec’h antreas en iliz hag e serras an nor war e lerc’h.

Distagan a reas ar maout hag, o lezel anean da vale dre eun nor all, e tec’has e-unan war e lerc’h, o lezel an dud da c’hortoz en tu-man. Ha neuze, ar zoutanenn war e vrec’h, e kemeras e ziouc’har pemp bloa varn-ugent ’vit redek a-dreuz parkou betek maner Koad-ar-Barz.

An aotrou a oa er jardin pa digoueas.

— « Mestr, eme Yann, setu aman ar zoutanenn ho peus goulet diganin. »

— « Dija ! N’eo ket posupl evelkent ! »

— « Setu-hi aman, aotrou ; ha mar fell d’ec’h gout penôs em eus graet ma c’hont, n’ho peus nemet mont betek Bonen, ar vourkiz a zo c’hoaz, moarvat, war ar vered o c’hortoz ac’hanoun, nemet ha sonjal a rafent e vefen sammet war gerniou Paol goz. »

Red e oa bet da Yann, evel just, dispiegan penn-da-benn d’an aotrou penôs e oa bet tremenet an traou.

— « E gwirione, Yann, eme heman, n’am boa ket laret gaou en de-all, oc’h hanvan ac’hanout « Yann ar Burzudou » ; an hano-se a zo dleet d’it. »

— « Gwell eo ganin e talc’hfec’h mat d’ar promesa ho peus graet d’in ar mintin-man, aotrou. »

— « Bev en peuc’h, kemener ; paeet e vi, mes da c’hortoz, deus da zibri eun tamm asambles ganin. Goude, ec’h efomp da renta e zoutanenn d’an aotrou person, hag e kontin d’ean da droiou. C’hoant am eus e ves anaveet gant an holl evit « Yann ar Burzudou » hag e vezin evel-se ma-unan da baeron. »

Evel-se e voe graet. Yann ar Burzudou hag e hini goz, meulet hag enoret gant an holl, a vevas c’hoaz e-pad kalz a vloaziou dinec’h ha didrous en o lochig a Lann-Foenn, gras d’an tamm leve a roas d’ê aotrou Koad-ar-Barz ha gras d’an troiou diverrus a reas Yann goude c’hoaz. Ne oa hini er vro evurusoc’h evitê.


KOULMIG ARVOR.