Pajenn:Cadoret - Yan ar burzudou, 1912.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Yan ar Burzudou
(kendalc’h)
————



Penaos e laeras Yan linseliou e aotrou

— « Demp bepred, emean, eur gont bennak a vo graet. »

An aotrou, araok mont da gousket, en nevoa laket e bistolen-dro war an daol-noz ha laket e vevelien, unan e toull an nor, egile e toull ar prenestr, bep a fuzul garget gante evel just. Ne oa ket posupl da Yann dont e-barz dre lec’h ebet, pegwir e oa re vihan ar chiminal.

Gout a ouie skler an holl draou-ze, hag o vean n’halle ket ’n em denn dre nerz, e klaskas adarre eun ard bennak.

O vean graet eur boulom plouz, e wiskas d’ean eur chupenn, eur bragou hag eun tok, hag o lakat anean war veg eur berchenn, e savas anean en uhelder da brenestr an aotrou.

Ar mevel a oa e toull ar prenestr, pa welas ar Yann-ze dirakan. ne chomas ket da zellet diou wech ; biza a reas, ha dao… dao… ar boulom a goueas war ar porz, daou denn fuzul en e benn.

— « Deut eo an taol-man, emezan. »

— « Deut eo ! deut eo ! eme ar re all, en eur strakal o daouarn. Deut prim da douari anean. »

— « Laket anean don, eme an aotrou, gant aon e adsavfe. »

— « Lezet-han war hon c’hont, eme ar vevelien en eur diskenn. »

An aotrou ne oa ket aes en e wele.

— « Marteze, emean d’e itron, an daou innosant-ze ne zouafont ket hennez evel ma ’z eo dleet, hag e lezfont anean da dôl flêr dre aze war lein an douar. Red eo d’in mont da welet. »

Hag an aotrou d’an traon.

Yann a oa o c’hortoz kement-se, hag o lezel an aotrou hag e vevelien war-dro ar boulom plouz, e savas buhan da gambr an itron.

— « Ou ! emean en eur dont e-barz ar gambr — a oa hep goulou, — yen-spontus eo er-maez ; n’oun ket aet tre da welet ar re-ze ; moarvat en em denfont a-walc’h gant ar c’hemener… Ou ! Ia ! Yen eo, Chesus ! »

— « Ret e oa d’it bean zod, eme an itron. Mont er-maez gant eun amzer evel-se, dreist-oll pa n’out ket gwall yac’h en deiou-man ! Deus da gousket ; me ’zo ’vont d’ober eun tamm tro da welet, mar karez. »

— « Te, ma itron gez ! Gwall-yen eo ha waz e vi marteze. »

— « Ne vin ket pell, eme houman. »

— « Piou en dije sonjet biken o dije kerzet ma zraou evel-hen, a zonje Yann, o chacha al linsel diwar ar gwele, o tiskenn ganti hag o kemer a-dreuz parkou, gwenojenn e gastell. Sotat eo an aotrone hag itronezed evel-kent ! Mat int da stagan. »

Yann a oa laouen o vont d’ar gêr gant e linsel, mes e Koad-ar-Barz, an dud ne c’hoarzent ket, a galon da vihana.

Pa oa degoueet an itron er jardin, e lec’h ma oa ar vevelien o paouez kargan an toull war ar boulom, Yann, e oa bet ken souezet o welet hec’h aotrou eno evel ma oa bet heman o welet e itron oc’h erruout.

— « Te ’zo deut aman, eme an aotrou. »

— « Te ’zo aman ! eme an itron. »

— « Petra ’larez, emean, o kredi e oa chenchet spered e hini goz ; gouveout a rez e oan diskennet. »

— « Ya, mes gouveout a ran ive e oas deut war da giz o laret e oa re yen an amzer, hag ez oun deut aman ’vit lezel ac’hanout da vont ’n ez kwele, dre ma n’out ket re yac’h. »

— « A, ma Doue ! Daoust ha gwir e vefe ? N’eo ket posupl evelkent ! »

— « A fe, siouaz, eme ar vevelien, e kav d’ec’h omp deut adarre ? O nan, ze n’hall ket bean gwir ; hunvreal a reomp ! »

Hunvreal a raent, a dra zur, hag evit dihun, e voe ret d’ê distouvan an toull ha lemel e zilhad d’ar boulom plouz. Ha neuze, pebez estlamm, pebez kurun war-lerc’h ar paour kaez kemener !

’Benn ar c’houlz-se, heman a oa kousket mat en e wele-kloz.

— « A, ne zervij ket d’in, eme an aotrou ! N’oun ket evit derc’hel penn d’ean ! Plegan a ran ; Ret-oll eo d’in hen ober, foutre de foutre !

Ar vevelien hag an itron ne respontchont netra. Houman a oa mezek, ar re all fuloret.

’Benn an de war-lerc’h, an aotrou a gemeras adarre hent Lann-Foenn. An dro-man Yann n’en em guzas ket ; chom a reas da c’hortoz anean.

— « Out er gêr an dro-man, Yann ar Burzudou, eme ar mestr en eur dont en ti. Te ’zo eur maout, me ’lar d’it ; meritout a rez bean dekoret. »

— « Kalz re a veuleudi a roet d’in, aotrou ; ne veritan ket kement-se. Re vat oc’h, trugare ! »

— « Na rez ket goap, louarn koz ; anveout a ran ac’hanout reiz breman. Mes n’eo ket a-walc’h ; eur marc’had am eus c’hoaz d’ober ganit. »

— « Eur marc’had ! eme Gatell. laret ho poa koulskoude e vije fin goude ar wech-man. »

— « Ya, ha pa ne dislaran ket, fin a zo ’vit pez a zell ouzin ma-unan, rak n’oun ket o klask lakat ac’hanoc’h en plas mestrez Koad-ar-Barz, itron Katell, met c’hoant am eus da welet Yann o flemman unan bennak ouspenn evidoun. »

— « Ouz piou e fell d’ec’h en em gemerfen, aotrou ? »

— « Ouz an aotrou person. »

— « Chezus Doue, eme Gatell. »

— « Amplik ec’h it ganti, eme Yann. »

— « N’eo na re ampl na re just ! Red e vo d’ec’h a-rôk fenoz degas d’in da Goad-ar-Barz soutanenn an aotrou person, an hini a vo war e gein. »

— « Ne vo ken war e gein ma teu ganin avat, foeltr gar d’ei !

— « Da laret eo, aotrou Yann, e vo red d’ec’h lemel anei digantan e-unan. »

— « Itron Varia Porjou, a huanade Katell ; lemel e zoutanenn digant ar person, kement-se a zo eur follente evelkent, ma Doue ! Hag an alkan-man a zento c’hoaz, gwelet e vo. »

— « N’hallan ket nac’h ouz an aotrou, Katellig kez, [evit] an diwea servij a c’houl diganin. Red eo d’in senti outan ha pa varfen. »

— « Ya, kerz, Yann, eme an aotrou, ha bez dinec’h ; mar deu ar soutanenn ganit e c’hallez bezan didrubuilh ouz an dienez e-pad da zeiou. »

— « Hag a zo gwall-vat, eme Yann outan e-unan. Kontet warnoun neuze, emean d’an aotrou a vouez uhel. ’Rôk an noz ho po ar zoutanenn pe ma c’hroc’henn. »

— « Den out, Yann ! Fizans am eus ennout… Hag a-rôk fenoz ! klevet a rez emean, en eur vont kuit. »

— « Ya, ya, mestr ; kenavo. »

— « Red eo laret eo eus an nenv e koue kement-man d’imp, memes tra, Katellig. Klevet hoc’h eus petra ’neus laret an aotrou ? »

— « Ya, mes dont a rey ho traou ganec’h, an dro-man ? »

— « Kalz a fizans am eus, mes poent eo d’in mont da c’houzout. »

Hag hen ’trezek Bonen.

En eur dont, e treuze eur park e-lec’h e oa denved o peuri. Yann a grogas en eur maout du hag a zigasas anean gantan. Ne dreuzas ket ar blasenn gant e loen ; kemer a reas eun hent distro, a gasas anean d’an iliz dre an tu all d’ar vourc’h. Goude bezan sellet mat hag hen ne oa na person na sakrist war-dro, ec’h antreas en iliz gant e vaout ha, goude bezan staget mat anean ouz an diou gordenn gloc’h, e tec’has priman ma c’hellas dre ar memes hent distro. ne gavas den ennan, nag o vont nag o tont.

Al loen paour, boemet gant an traou a oa en-dro d’ean, a glaskas en em zistagan. Siouaz, pa grogas da lampat eus an eil tu d’egile, ar c’hleier a grogas da zon. Stravilhet gant ar muzik-ze, ar maout a zailhe hag a lampe gant kement a herr ma lakeas ar c’hleier da vralla, gwasoc’h eget o son d’eur vadeiant.

An aotrou person a oa en e gambr o labourat pa glevas ar zoniri-ze.

— « Kreiste dija ! emean en eur dapout e vontr… Sell, n’eo ’met dek eur hanter. Petra ’zo arru gant ar zakrist hirie ’ta ? Ha pesort soniri ! Moarvat, evelkent, n’eus ket

graet a vadeiant hep beleg. »

(Da heuil)