Pajenn:Cadoret - Yan ar burzudou, 1912.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Yan ar Burzudou
(Trede pennad)
————


— « Ya da ! eme egile. Ro da vrid d’in ha kerz buhan ; kemer da blijadur ha bez dinec’h. Me ne gouskin ket ! Eur wech-all te baeo an dra-ze d’in. »

— « Ya, ha diou wech c’hoaz, mar kari ! » Ha Paol a lampas buhan diwar e varc’h hag a nijas ’trezek Bod-ar-C’had.

Yann, kuzet ’drek ar c’hraou, en devoa klevet adarre kôz an daou c’hloukez. ’Benn eur pennad goude ma oa tec’het Paol, e teuas er marchosi, berr warnean :

— « Sell ’ta, Jakez, emean, bet oun er fest-noz ; mes da vestrez eo a zo eno ha nan ma hini. Pa ’meus gwelet ze, ec’h oun deut raktal da lezel ac’hanout da vont. Petra am bije graet eno pa n’oa ket ma Janed, e-lec’h te a c’hallo ober eur gont gant da Vari. Kerz prim, rak gwelout a rên anezi o sellet. Sur eman o c’hedal ac’hanout… N’eo ket bet ar c’hemener aboue ? »

— « Nan, nan, n’eus ket bet a gemenerien endro d’in. Diwall mat, koulskoude ; rak gallout a ra dont c’hoaz. Me ’zo ’vont avat ha ne vin ket pell. Trugare d’it ha kenavo. »

— « Ya, kenavo ar c’hentan, ma fôtr kez ! Bale, bale ha gra roud hepdale, me ’zo o vont d’ober ive. Arabat eo d’in lakat amzer da goll, pe ec’h arruo bec’h warnoun marteze. »

Prim-ha-prim e tistagas an daou varc’h hag e lakeas en o lec’h daou alar, a oa en korn ar marchosi ; ha, goude bezan laket an diprou war an daou alar-ze, e tec’has dan daou-lamm ru gant ar c’hezeg.

Pa oa degoueet Jakez er fest-noz e oa bet souezet, e c’hellet kredi, o welet Paol eno o tansal gant e Janed. Ha kaer sellet, Mari ebet ne wele.

— « Petra ’zinifi an dra-man, emean kounnaret ? An hini-all en deus sonjet ober anezi ganin, em eus aon. Petra a zonj hennez ? Me ’garfe goût… »Hag hen a-blom d’hen kavet.

— « Gwall-brim e valeez, pôtr, emean. Dre belec’h ez out deut, da vihanan, pa ’meus ket gwelet ac’hanout ? »

— « Te aman ! » eme Paol souezet.

— « Sell aman eul louarn avat ! Paouez gant da ardou, mar plich ; rak evelkent n’oun ket ken zod evel ma ’z oun Jakez. »

— « Petra ’larez ? ’Gomprenan ket ac’hanout. »

— « ne oa ket ret d’it, da vihanan, laret d’in e oa Mari aman e lec’h Janed, pegwir eo gwir ar c’hontrol. Te ’zo eur maout avat ! Ma den, evel-se e paeez d’in ar volante vat am oa d’az lezel da zont ! Trugare, me n’ankouain ket. »

— « En gwirione, Jakez, komz skleroc’h en han Doue. N’ouzon ket petra ’fell d’it da laret. »

— « Penôs ? N’out ket bet breman souden o laret d’in dont da Vod-ar-C’had, e oa ma mestrez aman ha da hini ne oa ket ? »

— « Nan laouen avat, Jakez ! Me n’em eus ket tec’het ac’hann aboue ; kuita, Janed ? »

— « Nan avat ! » eme houman.

— « N’a teus ket tec’het ac’hann ! O, ma Doue, daoust hag ar c’hemener… »

— « A vefe bet o wriat da chupenn, Jakez ? — Eo, eo, ma mignon paour ; deut omp c’hoaz ! Gwelet a ri. »

Jakez ne respontas ket ; tec’hel a reas diouz an ti evel pa vije an tan war e groc’hen. Paol a heulias anean ken prim all, oc’h ankouât laret kenavo da Janed a oa chomet boemet dirak ardou an daou bôtr.

Ar re-man a skarre hag a frinke, me ’lar d’ac’h, ’dreuz ar c’hleuniou, ’dreuz ar parkou, helebini gantê klask piou a vije degoueet da gentan.

Jakez a c’honeas. Er-maez a alan, e tigoueas er marchosi. Heman a oa tenval evel just. Mes ar pôtr ne gemeras ket amzer da enaoui goulou ; klask a reas plas ar c’hezeg, hag e pozas hep gôut d’ezan e zorn war an dipr.

— « Paol, emean, n’int ket aet gantan. ’Man hon c’hezeg aman, ’met gourveet int. »

— « N’eus forz, avat, eme Baol, pe war o zav, pe war o gourve, pan int aze, n’eus riskl ebet. »

Hag an daou bôtr war lein an diprou.

— « Manket out war da daol, kemenerig, emê ; rak, an dro-man ’vat, ne dec’hfomp ket, nag ar c’hezeg ive, pe ’vo gwelet ? »

An de a dostae hag an daou bôtr a oa bepred war an daou alar, o fuzul en o c’hichen.

— « Sell, n’eo ket deut, eme Jakez ; Gallet hon dije chom hon daou er fest-noz. »

— « Ya ’vat, eme Baol. Keun a-walc’h am eus breman ; ha me ’ta ’zo tec’het hep lavaret kenavo da Janed ! Marteze e vo feuket. »

— « O, ne feuko ket ’vit ken nebeut, moarvat. Ha neuze, te a gomzo brao outi ’benn disul. »

— « Chilaou… ’Meus aon, eman arru ar c’hemener. Krog ’n ez fuzul, pôtr ! »

An nor a zigoras ha mouez an aotrou a voe klevet :

— « Ac’hanta, pôtred ! penôs eman kont ? »

— « C’houi eo a zo aze, mestr ! Mat eo d’ec’h bezan komzet !… Bantet e oa hon fuzuliou »

— « N’eo ket bet ar c’hemener fenoz ? »

— « O nan, fenoz n’ en deus ket tostaet evelkent. ’Man ho kezeg aman. Sellet ! »

An aotrou a dostaas :

— « Penôs, pôtred paour, c’houi ra daou varc’h gant daou alar breman ? »

— « Daou alar ! »

— « Fe ! ya ’vat, ma zud kez ! Tremenet hoc’h eus an nozvez war o c’hein… Mes penôs an diaoul hoc’h eus graet ho kont ? Ret eo laret hoc’h eus kousket. »

An daou vevel a chomas ken mezek ma kolljont ar gomz. Red e voe d’ê koulskoude laret ar wirione ha displega o zro war he hed. Aon e doa da vezan gourdrouzet, mes an aotrou a chilaoue en eur c’hoarzin :

— « Deut omp c’hoaz bepred, emezan ; ha war vravaat ez a an traou. Sell aze eur maout a gemener, memes tra ! »

Ha kenkent ha goulou-de e kemeras adarre hent al loch.

An daou goz a oa war evez anezan. P’hen gweljont er pellder, Yann a lampas adarre en e goufr.

— « Arsa, eme an aotrou ’n eur dont en ti, flemmet oun gant Yann adarre ’ta ! »

— « Penôs en dije gallet hen ober ? eme Gatell, hag hen maro ? »

— « Maro n’eo ket, foueltr gar d’ezan ! Nemet ha lazet e vefe bet gant ma c’hezeg ’n eur dont d’ar ger. »

— « Yann n’eo ket bet o laerez ho kezeg, aotrou ; ’n em drompla ’ret. »

— « Ne ran ket, Katell, ha c’houi ’oar an dra-ze kenkoulz ha me. Mes, n’eus forz, n’oun ket flemmet a-walc’h c’hoaz. Laret d’ezan dont henoaz adarre da laerez kouign an itron, a vo er forn o poac’hat. An dro-man ne vo ket ken dru e c’honid. ’met mar deo den, e teuio memes tra, rak, ne паc’han ket ouzoc’h, Katell, c’hoant am eus da dapout anezan. Kazi mez hon deus, me ha ma mevelien, bezan paket ken lous gant eur c’hoz kemener ! Dre-ze, laret d’ezan e kontin warnan. »

— « Graet e vo herve ho c’hoant, eme Katell, ’n eur daol eur zell korn ouz ar c’houfr, e wigne Yann ennan d’e hini goz, dre doull an alc’houe, laret ya d’an aotrou. »

Heman a dec’has. Yann a yeas, an de-se, d’ar foar da werza e zaou jo, mes ’benn an noz e oa adarre en-dro da gastell Koad-ar-Barz.

An daou vevel a oa ’benn neuze en toull ar forn, bep a benn-baz dero ’n o daouarn, o fuzuliou ’n o c’hichen. Yann o gwele ’dreuz ar brouskoad, e oa kuzet ’drek d’ezan, hag ennan e-unan, e lavare :

— « Startoc’h e vo ma zro ar wech-man, ’meus aon. Penôs e rafen ?

— « Ba, emean ’benn eur pennadig, red eo d’in bezan zod ! Aman n’eus tu ebet nemet unan : mont e-barz dre al lein. »

Sevel a reas didrous war ar forn, goude bezan karget e dog gant pri eus an hent. Gant poan hag amzer e reas eun toull bras a-walc’h evitan da dremen. Ar forn a oa tomm ken na oa ; mes Yann ne oa ket nec’het gant se. Disken a reas e-barz goustadig, ha goude bezan tapet ar gouign ha laket en he lec’h ar pri melen a oa gantan, e savas war-bouez e zivrec’h. Biskoaz bravoc’h !

Ar bôtred n’o doa klevet sort ebet, ken boemet ma oant gant o c’hôz.

— « ne deuy ket fenoz, eme unan ; gouveout a ra marvat n’eus ket tu evitan da ’n em dennan. »

— « O nan, ’gredan ket e teufe. Karout a rafen hen gwelet, koulskoude, hag ober eun tamm abadenn gantan evit en em domman, na pa ne vefe ken. Yen eo aman, ne gav ket d’it ? »

— « Sonjal a ran ! Ha c’hoant kousket em eus arru ! Sonjet ec’h omp teir noz ’zo oc’h evesaat ar gwidal kemener-ze. Sed aman eur vicher an diaoul pelloc’h memes tra ; ha c’hoaz, mar deufemp a-benn dioutan eun dro bennak, mes poan hon devo. »

— « A gav d’it, eme egile ’n eur stardan e benn-baz en e zorn. Houman ne c’houll ket gwell ’vit rei eur pok d’e benn a-drenv koulskoude. »

— « Chilaou, pôtr ; arru eo an aotrou. Laret en devoa e vije deut war greiz an noz da welet. »

An aotrou a oa, evit gwir, eul letern en e zorn, hag hen hanter wisket.

— « Hag ar c’hemener, emean ? »

— « N’eus meneg ebet a gemenerien dre aman, aotrou. »

— « Red eo d’in gwelet ma-unan hag hen eman ar gouign en he flas, rak n’em eus ken tamm fians ebet ennoc’h. »

Distouvet e voe ar forn, hag an aotrou e-unan a yeas e-barz da welet.

— « ’Man aman c’hoaz avat, emean en eur lakat e zorn er bern pri, ’met n’eo ket poaz. Kemeret en devo ar c’hemener aon eus e groc’hen an dro-man, marvat. »

An aotrou a yeas endro d’e wele, hag an daou vevel a chomas betek an de da c’hortoz eur c’hemener ha na dostaas ket.

Siouaz, pa ’c’h ejont an de war-lerc’h da glask ar gouign, houman ne oa tamm ebet poasoc’h eget ar wech kentan.

Neuze e weljont, mes re diweat, penôs e oant tapet adarre. Kounnari a raent, kouls aotrou ha mevelien, hag en o fenn e klaskent eun doare bennak d’en em venji.

— « Gortoet, gortoet, mignon Yann, eme an aotrou : ’benn eur pennadig me zo o vont da rei eur garg d’it fenoz ha, kaer a teus bean louarn, n’en em denni ket en dro-man, sur ! — Arsa, emean da Gatell pa arruas el loch, — ’benn neuze, Yann a oa klenket en e goufr, — pelec’h eman hoc’h hini koz ? »

— « Aet eo da glask un tamm boued, aotrou. Red mat eo d’ean, ma Doue ! »

— « Serret ho keno d’in, Katell ; C’houi zo gaouiad ’vel eur gouik. Me, avat, ne dislaran ket e vo red d’in kemer ar val hepdale, mar kendalc’h Yann da zunan ac’hanon evel-hen. »

— « Ne dalv ket d’in dislaret ac’hanoc’h neuze, aotrou, pegwir n’am c’hredfet ket. »

— « Nan, nan ! Poan gollet e vefe d’ec’h, Katell ; mes n’eo ket a-walc’h ; n’oun ket kontantet gant kement-se. laret d’ean dont fenoz da laerez al linsel a-ziwar ma gwele. Mar deu e daol gantan ar wech-man, ne c’hoantain ket c’hoari gantan ken. Heman a vo e grog diwean, met eur c’hrog tenn e vo ! Dre-ze, laret d’ean bean gant e jeu, rak n’eo ket gant mevelien en nevo kont, mes gant ma itron ha ganin-me ma-unan. »

— « Re a c’houlet digantan memes tra, aotrou paour. »

— « Evel-se eman ma c’hoant, Katell binvik ; buhe ho Yann a fell d’in. Kenavo ! »

— « Ne zonjan ket he rei d’ec’h evit ken nebeut, aotrouig, eme Yann o lampat er-maez eus e arched ; mes ne zonjan ket, koulskoude, lezel ho linsel gant hoc’h hini goz ha c’houi. »

’Hed an de, Yann ne reas netra nemet sonjal en e dôl. Heman, kaer a oa laret,

a oa startoc’h eget ar re-all.

KOULMIG-ARVOR.

(Da heuilh)