Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XVI


Ma c’henvroïz ker, teulet mar plij eur zell en dro d’ac’h, ha laret d’in hag en n’eo ket gwir !

Hadlaret a ran c’hoaz, e zo groet eun torfed spontus eneb d’ar vro ha chachet war an dud ar gwasan gwalen o laza an tiegez. Ni, Barzed, a stourmo, a dra zur, tra ma chomo ganimp eun elven-vue ; mes keit ha ne vezo ket hadsavet an tiegez, hon foan, doan braz am eus, a dougo nebeud a frouez mad.

Difennomp eta an tiegez ; poaniomp evitan hep damant ha kennerzomp ar re — niverus evit c’hoaz — a vrezell evit an oaled ! Enor d’an dud a chom kendelc’herien ar c’hiziou yac’h, difennourien ar Ouenn ha, dre eno, skouer ha kelennerien o c’henvroïz. O labour a zo talvoudus, heuilh a reont eur c’halvedigez uhel, hag an aotro Doue a skuilh warnê e wellan, e builhan bennoziou !

Bez ez eus tud hag a gred d’ê, dirak froudennou ar bed, ar spered-diavez hag an diskadurez impliet fall, eo diez, kazi dreist nerz an den zoken, miret bev ar c’hiziou fur ha derc’hel an tiegez en e zav. Netra ezetoc’h. Ha kement-man a zigas envor d’in eus ar c’hentan gwech ec’h is, d’eur pardon brudet braz ha darempredet kalz — hini Zant-Kare, a gredan. Aboue zo pell, pell. Bihan a oan, dianaoudek eus pep tra, mes d’an oad-se kement a ve bet gwelet a chom garanet mad er spered. Eno e tiskis da gentan peseurt krog o deus ar zent war hon Bretoned, ha perak, kaer a zo, me deuer ket a-benn da vouga en hon diabarz fulen ar fe.

Frealzusât tra ! Pell araok, e oa divizet mont d’ar Chapel-Neve. Da zul ar Pentekost, abred ouz ar mintin, e oa staget. Araok an ofern e tigouechomp. Amzer da zistaga, da zibri eun tam, ha ni d’ar chapel. Ti ar Werc’hez, kaer ha kempennet brao kenan, gant listri, ban-