Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/15

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XV

an tiegez an eus eun diaze, an tiegez an eus gwriziou. Gwasât torfed eneb d’ar vro ha gwasât gwalen tennet war an dud, an de ma teuas an Dispac’h villiget, en eur c’hoantât, tra diskiant ! lakât an holl war an hevelep troad, — da ziskar galloud ar penn-tiek, da zismantri an herez gant pep marv, da sklabeza ha da deul goude, hep difenn, pep ezel etre treid ar bed ! Gwechall ar peadra a oa padus, an herez a oa zakr, ar mab a gemere micher an tad, an ti a chome en e zav ; en kichen hirie, o vezan m’eo red lodenni re aliez ha paea bep wech truachou pouner, eun tiegez ar c’hrenvan na bad ket peurvuian hirroc’h evit e berc’henn. « Ha goude ! e vo laret d’in, marteze, breman da vihanan pep hini a dap e dam, d’ezan neuze da chach gwellan ma c’hall war e sparl bihan ».

Gwir mad eo, mes aman en em gaver c’hoaz en hevelep pâl ganin. Hag e c’houlennan adarre petra e c’hoarve neuze gant an tiegez. Diskaret eo, nekwir ! Hogen, an herez, zakr gwechall, a dalc’he an tiegez en e zav ; ha heman a chome, daoust d’an amzeriou diez, kavel binnigel ar ouenn, minihy pe repu e ziskennourien — ar penn anezan a vire ar garg a dad, — hag, ar pez ar gwellan, kastell-krenv ha difennour giziou fur ar vro. Breman n’an eus kazi tiegez abed ken ; labour ha poan ar re goz, berniet gwechall a rum da rum, a zo pulluc’het araok m’eo diskennet o c’horf er be ;. an tiegeziou a van c’hoaz, a bad d’an hirran daou pe dri remzi. Hag ar vro, kollet ganti an dud vad a zistrempas he douar gant c’houezen o zâl, a zo renet gant divroidi divergont, tud zavet fall, aotrone kouezet diouz lost ar c’har, hag a gemer eur plijadur diaoulek, p’o deus flastret dindan o zeuliou al loden vrasan eus ar bobl, o waska hag o heskinât an dornadig tud chomet digabestr hag a vir c’hoaz nerz-kalon awalc’h da stourm ouz al laeron, ouz sunerien gwad ar Vretoned…