Pajenn:Cadoret - Ma zelen, 1914.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MA ZELEN


————


Luskellet gant awen eur beure glizennet,
Dre ar yeod mousc’hoarzus, ar man perlezennet,
Me a valee ar maeziou ;
Ma c’halon a verve gant teneridigez
Ha war diouaskel aour êl an hunvredigez
A zave da glask menoziou.

Mezevennet ma zell gant heol splann ar mintin,
E heuilhen ribl eur waz, a c’hrizilhe sklintin
War bili arc’hant he c’havel.
Pa welis ’us d’an dour, en haleg briz-velen,
Eur benveg lugernus, henvel ouz eun delen,
O vranskellat gant an avel.

Souezet, evurus, ma c’halon a dridas ;
War an taol, o burzud ! al laten a ridas[1]
Dindan nerzusoc’h êzennig.
Hag he mouez, o tremen en delennig vleuniet,
A goueze ken tener war ma c’halon leuniet
Hag ar gliz war eur rozennig.

Troc’ha ’ris ar gwial he stage ouz ar bod…
Daoust piou a lakeas eur benveg ken dibôd
War wenojen ma hunvreou ?
— Doue… pe eur barz koz, den da gloza e erw,
A deuas, marteze, harpet war e vaz derw,
D’hen kinnig da fonz ar goueou[2]

O krena gant eurvad, e stennis ar c’herden
Hag e klevis neuze, henvel ouz eur beden,
Eur muzik hag a zeblante
Eur pennad d’an oablou sevel meulodius
Ha diskenn, re zinerz, da vervel dudius
’N eur voubouen a garante…

Aboue, sul ha pemde, laouen pe c’hlac’haret
Herve stad ma c’halon, ma zelennig karet
A ouel pe a gan birvidik !
He c’henteliou koueriad o deus nebeut a bouez
Ha birviken, moarvat, ne vo klevet he mouez
E kastell aour ar pinvidik.

Met war dreujou ma zi pa zeuan da zerr-noz,
Dindan c’houeziou melus ar spern-gwenn hag ar roz,
Da ganan eur zonig laouen.
Ar poanier a darnij d’eur vro blijadurus
Ha pôtr-saout ar mene a c’houitel evurus
An diskan eus ma c’hanaouen.

O telen vinniget, benveg barzonius !
Ennout ar varzed koz a ouel melkonius
D’ar vro goant a vir o ziel.
te ’vo c’hoar ma deiou, ma harp hiviziken !
Hag etre ma daouarn te ’zono da viken
Evit Doue ha Breiz-Izel !

Koulmig Arvor.

  1. « Ar waz a finvas ». « Laten » eo eur gir a Gerne.
  2. Lec’hiou goue, gir a Gerne.