Pajenn:Cadoret - Kimiad, 1916.djvu/1

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



KIMIAD


————


Evidout Liza !


Dudi ar goz-amzer a wiske ar maeziou :
Eur voubouen dener ha leun a hunvreou,
’N eur dremen luskellus en del o veleni,
A daole er sioulder eur zoo a velkoni…
An heol, a-raok disken en dounder an noziou,
A chome da dridal war griben ar roziou
Ha, lorc’hus gant e sked, a lede dizeblant
E skeuden alaouret war ar blênen arc’hant.
 
’N eur wafennig dispar kurunet a goajou
’Oant o kerzet sioulik, kollet en o sonjou.
Goude miziou a boan e-kreiz tan ar brezel
E oa deut eur wech c’hoaz da welet Breiz-Izel.
Nag e tle beza c’houek buez peuc’hus ar vro
War-lerc’h bezan bevet keit-all gant ar maro.
Allas ! buhan, buban ’vel ma tec’h an eurvad
’ An amzer ’oa nijet… Arru koulz ar c’himiad,
E c’houle diganti ’vit distan e grizder,
Eur ger a c’hortoze aboue pell-zo amzer.
 
— « O perak, emezan, bezan ken didruez,
Pan hallfec’h gant eur gomz alaouri ma buez ?
Ar poaniou spouronus am eus c’hoaz da c’houzanv,
Lodennet gant ho sonj, a vefe poaniou skanv ;
Ha, goude an distro, dinec’h ni a ganfe,
E bro goant hon c’havel, soniou a garante.
Na lezet ket, m’ho ped, ma c’halon da vervel ! » —
Evel an deliou-ze suilhet gant an avel ! » —
Liza, he zell pleget, a chome dilavar,
Poaniet ha dic’halloud da zistan e c’hlac’har.
 
Hogen komz a ranke : « Mignon, na zonjet ket
pegement e karfen ho kuitât frealzet.
Me ’zant ez eo leal ha gwirion ho komzou,
Met dishenvel, d’am zonj, eo hon gwenojennou…
Perak gant komzou vên gwrienni eun hunvre
Ha na deufe biken da vezan gwirione ?
Kalon an den, mignon, a fazi alïes,
Ha louzou an amzer a bare peb enkrez. »
 
An heol a oa breman kuzet ’dreg an dosen
Hag eur voren c’hlas-moug a garge an draouien ;
Melkoni ar zerr-noz hag e hunvredigez
A greske en o c’hreiz pouez an dristidigez.
Poent e oa kimioadi. « Kenavo d’ec’h eta,
A lavaras souden eur vouez dous o krena,
Kenavo hag eurvad !… Disparti a zo start,
Met me ’glev mouez ar vro o c’hervel he zoudard.
’N he zervij, a-raok pell, dorn sklaset ar maro
A deuio marteze da zec’han ma daero ;
Hag eun de, piou a oar ? gant eun amzer henvel,
Pa gouezo ar zerr-noz war goajou Breiz-Izel,
Envor ma c’harante birvidik ha gwirion,
O tont, evel fenoz, da skei war ho kalon,
E kasfet, marteze, gant eun huanaden,
D’an hini ho karas eur zonj hag eur beden. » —
Ha, goude eur pennad, pa na responte gir
Soudard Breiz, o trei kein, a lamm war e varc’h dir
 
Hep finval eus e lec’h, Lizaïg gant he zell
A heuilhas er vrun-noz he mignon o tec’hel,
O tec ’hel… o kuzat e korn-pleg an distro,
O redek, marteze, da glask taol ar maro !
Hag er wafen didrouz o tizrei hec’h-unan,
O selaou ar wazig ouz be zreid o vouskan,
Dindan ar c’hoajou bras a skuilhe daerou aour,
War an noz hirvoudus evel he c’halon baour,
Dinerz ha bruzunet gant eun anken re vras,
Daerou ar plac’hig kêz distanket a ruilhas…
 
Tec’het ez eo eta ! Biken ken marteze
Ne welo ar c’huz-heol en dremwel a gare…
Tec’het eo hep frealz, hep an elven a spi
A lakje en e greiz nerz-kalon ha dudi,
Ha, tra ma ruilh du-hont e hunvreou poanius,
Aman hi a hirvoud hag a ouel ankenius.
Perak n’hall ket eta, pan-eo-gwir he deus c’hoant,
Lakat evurusted e lec’h o nec’hamant ?
Na perak na c’houl ket selaou mouez he c’halon
A lavar goustadik : « Me ho kar, o mignon ! »
Iskizder ar vuez ! biskoaz, emei, m’hen gwel,
N’ho poa bet trubuilhet ma c’halon a vugel ;
Heiezig dibreder, n’anaven er bed-man
Nemet eur reolen : hunvreal ha kanan !
Daoust ha deut eo ar c’houlz ma renkin me ivez
Kutuilh war ar spern-gwenn bleuniou ar garantez ?
Ha n’hellin ket, siouaz, disilh o deliou flour
Hep brevi ma daouarn gant ar pikou treitour !
 
— O Doue galloudus, sturier a vadelez !
C’houi eo a ren pep tra barz ar Grouadelez ;
Ho torn karantezus hag a verkas o hent
D’an astrou lugernus ’dreuz d’an oablou divent
En deus roet he lec’h ha kontet he deiziou
D’ar valafen dener a nij war ar bleuniou.
Diganec’h, ma Doue, e teuy d’in sklêrijen ;
C’houi a lemo pep skoilh diwar ma gwenojen ! —
Ha, ’n eur beden a fe, he zell ouz an Nenvou,
Turzunelig Kerne a zec’has he daerou…


Koulmig Arvor