Pajenn:Cadoret - Job ar spontik, 1912.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
JOB AR SPONTIK
(Pennad diwezan)
————


Aboue an noz-se, ar paour kez Job n’en nevoa ket plijadur ebet gant e hanter-diegez. Houman n’he devoa ket serret he genou war eun dra ken fentus. Ar merc’hed a zo holl evel-se ! Sul den a arrue en ti, ar strakell gez a gemere plijadur o konta d’ean tro goant he spontik.

Kement e oa torret penn Job, kement e oa inouet o klevet ordinal ar gôz kazus-se, ma sonjas, eun devez, klask eun doare bennak da glozan he genou d’e Vari Beg-Arôk.

Mes pelec’h kavet an doare-se ? Diês e oa, rak Loeizan he devoa kalz muioc’h a routin evit he den.

Eun devez koulskoude, heman a gavas, hep sonjal, eun tu eus ar bravan. ’C’h êt da glevet.

Ar Zadorn d’abardae e oa, … n’eo ket an noz,… ’peus ket ezomm da zonjal, Job a zistroe adarre eus e zervez. Glao a rê a bil, mes glao, ’vit-se, evel pa vije bet tôlet gant eur skudel. Job a lake prez, hast gantan da gavet eun dôenn, eur skudellad jist tomm, hag eun tantad da zec’hat e damm plu.

… « Moarvat, emean, Loeizan a zo du-ze e toull an nor, o c’hedal ac’hanoun. Pep tra a zo temzet mat evit ma digemer. A ! eur brao a gok a welo breman souden ar plac’h kez. Klevet a ran anezi dija o ’n em jalan, rak Loeizan, fot ket laret, eun tamm ampart eo gant he beg evel-se, ’met kalon vat he deus he bec’h ! … Marteze zoken e vo deut war an hent. Koulskoude, em boa laret d’ei na vijen ket diwezat. »

Hag, en eur diviz outan e-unan evel-se, Job a haste bepred. Ar glao ive ne golle ket e amzer : kemer a rê plijadur o terman war chupenn ar paour kêz tôer-plouz, a divere breman kement hag e dôennou.

Pa digoueas e toull an nor, Loeizan a oa e-tal an dôl o temzi he c’hoan. — « A ! emei, digas kaer, arru oc’h ? Gwell a ze ! Ezom am boa ac’hanoc’h. Pan oc’h gleb, gleb oc’h ! Aet prim da gerc’hat eur podad dour d’in. »

Job ne respontas na du na ru ; eur zell treut hepken a dôlas war-zu e vestrez. Kemer a reas ar pod hag er-maez !

Eno, avat, e lezas e zonj da vale.

— « Ma, emean ; biken n’em bije sonjet kemend-all ! A, dam, avat, Loeizan ar Pigez ; pell-zo am boa c’hoant da rei eur gentel d’ec’h ; fenoz ec’h aet d’he c’havet, non d’am pesked ! »

Hag, o kargan e bod, e teuas gantan d’ar gêr, ken prim ha ma c’halle gant e zilhad teilhet.

Ar wreg, a oa e-kreiz an ti o walc’hi eur pod-houarn, ne reas van ebet ’vit klevet he den oc’h arruout, ’met, ar plac’h kêz, dihun a reas, rak kentan ma ouias doare, plof… ar podad dour a oa a-blom war he fenn.

— « O la… han… Doue… Gwerc’h… Petra a zo arru gant heman ? Han… komzet ’ta… chifernet !… »

— « Pan oc’h gleb, gleb oc’h, Loeizan gêz, aet breman da glask eur podad all. Hi, hi, hi ! ha, ha ! » Ha Job da lezel warni, ma zud kêz ! Poent a-walc’h e oa d’ean ive, kuita, en em dapout eun tammig ?

O welet anean ken laouen, Loeizan a goueas he c’honnar en eun tôl ; ’n em lakat a reas d’ober eveltan.

— « Ma zro eo, ma flac’h paour, eme Job :

Pep-hini d’e vare
‘Zo traoualc’h ha n’eo ket re. »

— « A, ya Job, kompren a ran ar gentel. Deut eo ho treou ganac’h. Biken ken n’ho trubuilhin gant « Lutun ar Skailher. »

KOULMIG ARVOR.