Pajenn:Cadoret - Foar-Bod, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
FOAR-BOD
(Pennad diweza)
————


Setu ar zonjou a deue ’n em spered dirak an dristidigez a welen skrivet war dremmou ma c’henvroïz tra ma oa kelc’hiet an divroad a dud doujus d’e c’houlen hag aonik ouz e c’hoaperez. Hag e zonjen gant glac’har eo Bretoned a oa an dud-ze ken enk a spered, ken êzet da douelli.

Ah ! mar bije bet grêt diouzin eno, klaoustre, kanfarded, ho pije paouezet da dremen ma broïz da loueou !

E oan o tanzen distrei d’ar gêr, leun ma fenn a zonjou tenval, pa goueas ma zellou war eur blokad-all, pôtred ha merc’hed ar wej-man, ha tud yaouank dreist-oll.

— Bon ! emeon, eur gwerzer soniou gallek, eun hader loustoni ! Ne fell nemet se evit kloza ma foar. —

Tremen a rên ebiou ha petra a glevis ? Brezoneg, ma zud kêz,… ha toniou koant, sort ma klever war ar pave… Selaou a ris pisoc’h, hag ec’h anavis neuze mouez ar « Barz Labourer » o kanan ’barz ar « fonograf». Ankouaz a ris ma hunvreou du, dreist-oll o welet al levenez a bare e sellou ar selaourien. Eur « fonograf » o kanan brezoneg ! Kement-se a oa neventi evit an darn-vuian, hag an neventi a veze digemeret gant plijadur !

Mes, piou, eta e oa paotr ar « fonograf » ? Yaouank e oa ; gwerza a rae limajou kaer, kartennou-post, hag all. Daoust ma oa eun divroad, da heman e roïs eur gwenneg bennak gant kalz a blijadur. Piou eo ar barz a reas kement a vad hag hen er foar-bod ?

Hag e kemeris hent ar gêr, kalonekaet kalz en nebeut amzer.

— Ba ! emeon, ma zonjou a oa re fall ; n’eo ket ken izel stad ar Vretoned evel m’hen lakeen breman souden. Eur blijadur eo gwelet penaos e tridont ouz eur zonig vrezoneg, ha, p’eo ken beo en o c’hreiz an elven vroadel, ar menoziou mat all n’int nemet morgousket marteze. O boazamanchou fall a deu, moarvat, eus an dallente hag an dizanaoudegez. Dihuni anê ha rei d’ê sklerijen setu eta petra a zo d’ober.

Hag e sonjen em bije roet lod da lennerien « Kroaz ar Vretoned » en kement-se.

Setu aze ive ar pez a digasis d’am mamm eus ma baleaden foar-bod…

Koulmig Arvor.