Pajenn:Cadoret - Eur boked bleun-brug, 1914.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eur marvailh neve gant
Koulmig Arvor
————
Eur boked bleun-brug
(Diveza pennad)
————

Erwan, eur zoudard breizad, gloazet er brezel, a nij e spered eus e wele a boan er c’hlanvdi, ’lec’h ez eus renket trouc’ha eur vrec’h d’ezan, war-zu e vro Breiz, e dad hag e vamm glac’haret, hag e vuia-karet Marianig.

————

« … Hounnez a oa eur berlezen, koulskoude, emean en eur huanadi, Pa zonjan pegen skanv, pegen laouen, pegen karantezus e veze dalc’hmat ! An de a-rôk ma kimiadis, pa oan bet o laret kenavo d’ei, gant pebez kalon e toue d’in, du-hont o tiskenn gwenojenn “Lann-ar-brug”, penôs biken n’he dije va ankouaet ! Siouaz, ne zonje ket petra a dlee c’hoarvezout. N’am eus ket skrivet d’ei. D’ober petra ? Nag he dije ar vadelez da zerc’hel d’he ger, ma dlead e vefe he nac’h… O ma Doue, ho polonte da veza graet ! Mar ’pije ar vadelez, koulskoude, d’am gervel en ho kichen ! Goût a ret n’am eus ken netra da c’hortoz war an douar !…

— « ’M eus aon a zo trubuilh adarre, eme eur vouez dous e-kichen ar gwele ? »

— « O ma c’hoar vad, c’houi a zo aze ? Ma digarezet. »

— « Allo, sec’het an daerou-ze. N’ho poa ket roet ho kir d’in dec’h e vijec’h kalonekoc’h en amzer da zont. An aotrou Doue ne sko ket e vugale gant e zaou zorn : goude ar goanv e teu an nevez-amzer, goude ar boan al levenez ! Ha da gentan, setu aman neventi, ha neventi diouz ar gêr, sur a-walc’h… »

— « Diouz ar gêr, gav d’ec’h, ma c’hoar, eme ar pôtr o sevel war e goaze ? Digoret aneze, mar plij. »

Daou lizer a oa hag eur pakadig. Ar c’hentan lizer a zo digant e dud. Ar pôtr a zell gant karante ouz skritur e vamm vad.

— « Ma mabig, emezi, digoueet zo ganimp kelou eus an darvoud a ra d’it hep mar eun nec’hamant ar brasan. Na goll ket kalon, rak evurus bras omp pa ’z out chomet en buhe. Eur vrec’h a teus kollet ! Ha goude… Honnez a oa d’az pro. Doue a zo mad, p’en deus da viret d’hon c’harante. Kement-se hepken a c’houlennen digantan. ’Vit an deiou ec’h arrufomp d’az kwelet. — Da dad ha da vamm garantezus. »

E dud karet ! Sonjal mat a rae o dije roet d’ezan eur respont evel-se. Hag al lizer all… Piou, a gav d’ec’h, a zonjfe er zoudard paour divroet ?

Penaos ! lennet mat en deus ? E zorn a gren ken na zailh al lizer… Ya, ya, ne fazi ket ! Anaout a ra skritur Marianig ; daoust petra he deus da laret d’ean ?

— « Ma mignon Erwanig, da gentan, lezet ac’hanoun da grozal d’ec’h eun tamm. Daoust hag ankouaet ho pefe ken buhan an hini n’he deus graet aboue nemet sonjal ennoc’h ha pedi evidoc’h noz-de ? Poan am eus o kredi. Met perak, eta, n’ho peus ket skrivet d’in ? Marteze, koulskoude, e kavin an digare, rak klevet am eus ho toare gant ho tud vat. Daoust ha sonjet ho pefe e vo serret kalon ho tanve-pried war digare ho peus lezet eur vrec’h gant ar Brusianed ? Ret eo laret neuze n’anavezec’h ket c’hoaz ar galon-ze. Mar karen ac’hanoc’h a-rôk, breman hen gran muioc’h dre m’ho peus bet kement da c’houzanv. Hastet buhan, eta yac’haat ha distrei en hon zouez. Eur vrec’h ho peus kollet, met ho kalon a zo divoulc’h, ha hounnez hepken e hunvrean enni… Mariannig. — G. S. — Da heul, eur bokedig bleun-brug am eus kutuilhet ar mintin-man war ar gliz, o tont eus kas ma zaoud da vêz. en eur ziskenn gwenojenn Lann-ar-Brug e-lec’h m’hon eus en em welet ar wech diwezan. Bleuniou Breiz int ! Komz a refont d’ec’h eus ar Vro, hag ive eus ma c’harante. »

Erwan a zo chomet semplet. Hunvreal a ra hep mar ! Ha gwir eo, eta, n’he deus ket ar vuhe serret outan doriou hec’h evurusted ? Daoust ha gallout a ra c’hoaz kemer spi, kaout c’hoant da vevan ? — «  Ya sur, an test a zo dirakan ; n’eo ket eun hunvre ? An evurusted eo a ra d’ean koll e benn.

Ankouaet en devoa, en e c’hlac’har, penôs e zousig a oa Breizadez, ha penôs Breiz eo bro ar fealded, bro ar garante wirion ha padus.

— « Ma c’hoar, dispaket an dra-man. »

— « Bleuniou brug, eme al leanez, gant levenez. Koantat kasaden eo hounnez ! Plijadur a ra d’in o gwelet, rak me ive a zo Breizadez. »

Ar pôtr yaouank a gemeras ar boked gant eul levenez a vugel hag a gasas anezan betek e vuzellou.

Gwellat sonj he devoa bet eno e vignonez karet ! Eur boked brug, arouez he c’harante, arouez he bro, siel he c’homzou gwrezus.

Ha daerou ar Breizad divroet, daerou a levenez ar wej-man, a goue war ar bleuniou, tener evel ar gliz-beure, o perlezenni anê ken dudius ha d’an eur ma oant bet kutuilhet war ar mene gant mesaerez Breiz-Izel.

Koulmig Arvor.