Pajenn:Cadoret - Eun dennadeg pato.djvu/1

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Eun dennadeg pato
————


Houman zo unan eus an diwean soniou savet gant Barzez Kerne : Koulmig Arvor. N’eo bet biskoaz moulet. Soniou all, ar pep kaeran, he deus c’hoaz hag a vo kavet aman, gwech ha gwech, en hon c’hazetenn. Kement ze a lako da advevan envor eur skrivagnerez hag eo bet ar c’holl anezi eur c’hanvou evit Breiz.

Holl skridou manet hep bean moulet war­lerc’h hon barzed maro, kaset-ê da « Vreiz » ma devo ar Vretoned ar blijadur d’o lenn aman bep sun.

1

Tosteit aman, yaouankizou, ma karet c’houi glevo
Ar blijadur ve er c’hartier ’barz ’n eun dennadeg pato.

2

Ar mevel bras, ar mab a di, awechou daou, tri ouspen,
Deus karg, pep hini ’n e gorniad, da zibab c’houec’h kanfanten

3

A-dreuz mintiniou miz here, nag a vuhe er mêziou !
C’hoarz ha youc’h ar gourennerien en em groaz dreist d’ar c’hleuniou.

4

Pad an de, ar maout da c’hounit, koantennig a boanio start ;
D’abarde, vo grêt « toaleten », evit plijout da ganfard.

5

Debret koan, tennet ar groten, distailh an arrebeuri :
« Pennou santier, ’me ar vestrez, deut breman war greiz an ti. »

6

Hag etre e gonkourezed, heb ober disteran gaou,
Pep pôtr a renko lodenni torchou fri ha pep sort traou.

7

Meur a wech, zoken, a glevan, ve pakadou chokola,
Peb a varenn d’ar c’houec’h plac’hig hag ar zeizvet da Gola.
 

8

Ha breman, bec’h d’an ebatou, d’ar bal ha d’an dans a dro !
Tapomp holl peb a skubelenn da gas ar polka d’e vro !
 

9

Neve so, e meur a dachenn, lâront zo deut eur c’hiz vrao ;
N’haller ket pad da ebatal ha da lampat heb arsao.

10

Neuze an holl en em renko war ar pankou tosellek,
Hag e vo klevet eur c’hrogad ’tre kanerien vrezonek.

11

Red vo lezel tud ar vaz-yod d’ober ive eun tamm krog :
« Dec’h Jan Louis ’noe bet ar butun ; fenoz me ’renk kât ar c’hog. »

12

Ha goude eun tamm zerr-leuriad, d’ar gêr gant breur pe gant c’hoar…
Herve kont, n’eo ket istimet neb a retorn gant… eur par.

13

Kenvroïz, miret ho kiziou, miret-ê en han’ Doue !
Ha c’houi, barzed, savet soniou ; sur e voint kanet goude.

(Kerdu 1922.)


Koulmig Arvor