Pajenn:Cadoret - Endro d'eur gazeten, 1910.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ENDRO D’EUR GAZETEN
————
Da Renerien Kroaz ar Vretoned.
(EIL PENNAD)


Pedi a reas… « Ma Doue !… gwalc’het ac’hanon, dizammet ma ine ! »

Hag e sonjas neuze e oa bet ar paper vil-ze, epad sunveziou, war dol e di, a-wel d’an holl, hag an evoa gwelet anean etre daouarn Soazig, e c’hoar.

O ! an dra-ze, avat, birviken ! E galon, o virvi en e greiz, d’ar pevar lam e tistroas d’ar gêr.

Den ne oa c’hoaz digoueet. Avel an nor an evoa savet ar gazeten ankouaet war an dol, ha tôlet anei war leuren an ti, hag e oa eno, stok hec’h askel ouz ar prez koz dero, re bounner ma oa hi evit gallout tec’hel.

Gant rukun, Yannig he malas dindan e votez koad, hag he zôlas goude e-kreiz ar glaou hanter-varo, pere a dihunas, hag e chanchas anei ’n eul luduennig skanv, a lintras eur pennad, hag a vougas kenkent…

— Mar ’m ije gallet, dêvi evelse an droug he deus gret d’an ineou, eme Yannig,… mes siouaz !…

Soazig, a arruas ar c’hentan. Deut e oa, emei, gant eun amezegez, o lezel he mamm da renkan he c’honjou er bourg. Arôk, zoken, lemel he davanjer zuliek, e tostaas, en eur gôzeal, ouz ar prenestr, e savas eun nebeut paperou… eul levr oferen…

— Petra glaskez, Soazig ? emean.

— Netra… netra… eme houman, o ruian dindan sell he breur.

Ar vamm a digoueas prestik goude, hag a ’n em lakeas raktal da demzan koan.

Hag an tad a deuas ive da azean ’n e gador, en korn an oaled, e zaouarn rust hag ervennet, evel benviou hag o deus servijet epad kalz a vlaveziou, o tiskuizan, war e zaoulin ; chachan a re gant dudi, eus e gorn butun mogedet, genaouadou moged glas, a droidelle eur pennad endro d’ean, hag a derc’he goude, ’n eur vorennig skanv, skanv, dre veg ar chiminal…

Eur peuc’h ankenius a rene ; an hevelep sonj a drubuilhe ar sperejou, ha den ne grede lavaret gir, aon d’ean da greski glac’har ar re-all. Fanch na oa ket c’hoaz distro, Fanch, pehini, kollet gant an evaj milliget, a hade ar boan, ar glac’har en tiad-ze, e hallje bean ennan ar vue ken evurus.

Aboue ma oa distro diouz ar zervij, dreist-holl, ar zuliou ha kalz eus an deveziou-all a dremene en hosteliriou, o veui ar chopinadou, e vrud vat, e enor ; o tismantr e arc’hant, o vastaran e ine. Hag arru er gêr ; nag a vrud, nag a drouz aliez, ha gant pebez doujans, e vije red c’hoaz digemer an otrou !

An noz-ze, marvad, e oa chomet adarre, hep zonjal e oa er gêr kalonou nec’het ouz hen gortoz.

Digoueout a reas, an noz dija koueet, e zaoulagad mesket o lintra en e benn, ha gantan c’houez ar gwin-ardant. Na gomzas ouz den. Kerzet a re en eur rodal, o sevel e varo melen, hag o c’houitellat etre e zent, eur goz poupoulen bennak, diflipet gantan etouez an dragoned.

Ar vamm a digasas war an dol ar patatez rouzet, gante eur c’houez vat meurbed.

Fanch ne zebras ket ; ar gwin-ardant an evoa torret d’ean e naon. C’houitellat a re bepred. Souden e tistroas ouz ar prenestr, e savas ar paperou ha kenkent, gant eur vouez rust e c’houlennas :

— Pelec’h eman ma journal ?

N’em eus ket gwelet anean, eme ar vamm, aon d’ei da vezan tamalet.

— Da journal, eme Yannig, gant eur vouez sioul, a zo ’barz an tân…

— ’Barz an tàn !… Ha piou an eus ben laket… Te ?

— Ya, me !…

Fanch a chomas batet. Ar gounnar a lintre en e zaoulagad, dreist-holl, o welet e vreur ken sioul. Ar vamm a grene, an tad a zelle, di ze blant, ouz an tu-all, hag en daoulagad Soazig e oa, dija, pilzet takennou dour.

— Ha perak e teus gret an dra-ze ? eme Fanch, erfin.

— Abalamour da journal a zo lous ha brein !

— Ha petra ’ra ze d’it ? N’out ket pedet d’hen lenn !

— Nan, Fanch, mes ne c’houllan ket loustoniou evelse war ma zôl, harz ma zi, etre daouarn ma c’hoar. ..Da heuilh). ........Bugel ar Werc’hez.