Pajenn:Cadoret - Endro d'eur gazeten, 1910.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ENDRO D’EUR GAZETEN
————
Da Renerien Kroaz ar Vretoned.

Ar zul-ze a viz here, Yannig a oa pôtr ar gêr. Goude lein, an holl a oa tec’het, an tad, ar vamm, ar verc’h, ’trezek ar gousperou, ha Fanch, ar mab kosan, ’trezek ar c’hoari boulou.

Yannig, manet e unan, a grogas gant e labour. Eur pôtr stummet mat a oa ; en nebeut amzer, e kempennas e grevier, e tastumas boed d’e loened ; en eur gir, e urzas pep tra. Neuze a blijadur kaer, ec’h eas betek ar prad en pehini ar zaout a beure eus o gwellan, hag e tistroas d’ar gêr.

Arru en ti, ec’h azeas. Yaouankik c’hoaz — pemzek vla, — Yannig na oa ket henvel, koulskoude, ouz ar grennarded-all eus e oad ; bezan ’n evoa eur spered hunvreer ha plijout re d’ean kalz poueza an traou a dalvoudegez. Kustumet ive abred da labourat, ne blije ket d’ean chom didalve ; ober reas eur zell endro d’ean, o klask eun dra bennak da didui e spered… An ti a oa didrous ; ar presou, ar gweleou, kempennet mat, gant daouarn aketus, a lintre, joaüs, dindan sklerder an heol, pehini a gemere plijadur o strinka warne, dre ar prenestr digor, e vannou alaouret… War ar prenestr, e welas pleget kazeten Pariz, a gemere Fanch, bep sun, aboue eur miz ma oa distro diouz ar zervij. Biskoaz c’hoaz, Yannig nan evoa zonjet teurel e zaoulagad war ar gazeten-ze ; an de-se, dizeblant, e krogas enni, he ledas war an dôl dirakan, hag e krogas da lenn.

Ar pennad kentan, henvel ouz ar pennadou a gaver, peurvuian, war ar c’hazetennou fall, a guze, dindan komjou treitour, ar gasoni hag an dislealded ar vrasan. Karget a oa a gomjou binimus eneb ar gristenien, eneb ar relijion… Ha, dre ma lenne, dremm ar pôtrig a denvalae ; daoust ma oa c’hoaz gwall-yaouank, evit kompren holl grevusted ar c’homjou-ze, e galon gristen a verve en e greiz, hag a zeblante sevel da dislaret ar gevier-ze a felle d’eze dispenn ha mastari kredennou sakr e vugaleach.

An eil pajen a oa impliet da rei skeuden hudur eun torfetour brudet ha da zisplega e vue fall. Hag a-hen-dall, lac’herez, bueou fall, torfejou euzusoc’h an eil evit egile, awalc’h evit strafilha eur galon ha na ve bet biskoaz kailharet gant fallagriez ar c’heriou.

Er bajen divezan, e vije embannet eur «roman » neve, a oa eno ar penn kentan anezan ; unan eus ar romanchou brein-ze a vastar hirie kement a galonou yaouank. Daoust ma rebeche e gonsians d’ean paran e zaoulagad war ar skridou fall-ze, Yannig a heuilhas gante. Na lenne ket buhan, evel tud ar c’hêriou, mes gant amzer, gir ha gir, ec’h eas betek ar penn.

Pan evoe fin, e savas e benn ; eur zoniri a vouzare e ziouskouarn, boemet a oa gant ar pez an evoa lennet. Tremen a reas e zorn war e dal, ’vel o klask tennan diouz e spered an hudurnez a oa antreet ebarz, hag o sevel, e teuas ermeaz.

An êr fresk, an ezen flour o tremen war e dremm, a reas d’ean eur vad dispar. Doue!… na pegeit a oa bet o lenn ar paper-ze !… Dija, en dremwel, an heol a ziskenne goustadik, hag endro d’ean ar c’houmoul skanv, ruiet gant e vannou skedus, ’re d’ean eur gurunen dispar, dantelez alaouret…

An evned bihan, divlam eus ar fallagriez a ren, siouaz, en kalon kement a dud, a haste, arôk divez an de, kanan, a greiz kalon, o diskaniou kaeran.

Er prad, ar zaout leun o c’hof, a c’houlle, en o yez, bean distroet d’ar gêr. Yannig ac’h eas d’o c’herc’hat.

Dizeblant ouz kaerder ar c’huz-heol, dizeblant ouz richan tener an evned, pere, ’vit hen zaludi, a gane dudiusoc’h war e hent, ar pôtrig a gerze hunvreus, e ine beuet er mor a loustoni an evoa lennet war ar gazeten vrein-ze. Seblanti re d’ean hen heuilhjent en pep lec’h, hag e savjent, da bep mare, da drubuilhat e spered ha da vuntri e galon.

Da heuilh).
Bugel ar Werc’hez.