Pajenn:Cadoret - E c'hell bezan tud ken fall war an douar, 1912.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

neuze, etre he bugale hag he fried, e oa ken sioul he buhegez, ken dister he c’hoantegeziou ma ne zonjas biskoaz e c’halle bezan war an douar tud evurusoc’h na gwalleurusoc’h evite. Sonj ar c’heriou n’o zrubuilhas ket kennebeut ; o fallagriez a oa dianav evite. Bevan didrouz en o zi bihan, magan o bugale gant poan o diouvrec’h, sevel ane en doujans Doue ha kavout ane da harpan o c’hozni, setu hepken o mennoz.

Hag, e gwirione, evurusat buhegez eo o hini !

Ped gwech bemde ne zavan ket ma fenn diwar ma labour da zellet ouz an daou den-ze o labourat en o fark, o bugaligou en-dro d’e oc’h ebatal war ar c’hlazenn hag o diou vioc’h o peuri en o c’hichen !

D’ar memes koulziou e welan an tad o lezel e venveg, o tapout e chupenn hag oc’h azean ouz troad ar c’hleun, bepred er memes plas, war eun dorchenn radenn, e skeud eur bod-lann bras hag eun dervenn daoubleget. Gant pebez evez e karg e gorn-butun, e sav tan gant an direnn, ha nag e seblant evurus o sachan begadou moged glas, e ziouvrec’h war e zaoulin hag e zellou paret war e vadou ! Ar vamm a zeu d’azean en e gichen, ar vugale a zeu tostoc’h da c’hoari hag, ’us d’o fenn, an evned bihan, ken evurus hag int o vevan, a gan a greiz kalon dudi ar vuhegez frank ha didrous.

Penôs e c’hallfe kalonou ken leun a beuc’h hag a garante sonjal ez eus, d’ar mare-ze, tud, debret o ine gant ar gasoni hag ar moc’hed, o labourat da skignan e-touez an dud-all ar fallagriez a ra o gwall-eur o-unan.

Gwechall e oa stank en hon bro an tiegeziou evurus-se. Sorc’henn ar c’heriou n’o zrubuilhe ket ; hekleo o fallagriez ne zeue ket betek d’ê. Ped ha ped a varve hep bezan biskoaz gwelet eur ger vras !

Siouaz ! hirie an de, ez int arru ken distank ma ve an den ’vel souezet o kavout c’hoaz unan bennak dioute. Ha piou ’oar ? An dud kêz-man, ha ne welfont ket ar vugale-ze, a ra breman o evurusted, oc’h ober fae war ar skouer gaer o devo roet d’ê, o tilezel o c’hozni, ’vit mont d’en em goll d’ar c’heriou milliget ?

Rak er yaouankiz eo e krog, dreist-oll, klenved an divroerez… Petra ’zo kiriek da gement-se ?

Aliou ar rederien-vro, kelouennou dife ha divroadel, soniou hudur, evel an hini a zo komzet anezi uheloc’h, a zil o bilim en o c’halonou. An had a zo tôlet. Sorc’henn ar c’heriou, e lec’h ma ve gallet heuilh hep mez an holl froudennou, a ziwan hebdale en o spered. Ne glaskont ken nemet eun dra : tec’hel, ar priman ar gwellan, diouz euz vro ken kabestret, ken dibourve a blijadur. Savet eo an de da vont kuit. An tad hag ar vamm a deu d’o c’has d’an hent-houarn, daerou o ruilhal eus o daoulagad. Eur c’henavo diwezan ha diaoul an divroerez a gas gantan en eur yudal ar mab pe siouaz ! ar verc’hig-se ken fur c’hoaz, hag a dôlo a-benn eur pennadig ac’hann, en fank ar gêr vras, war-dro gant he c’houef gwenn, glander hec’h ine.

Tec’hel a reont hep keun, laouen ha dinec’h. Evite, Pariz a zo du-ze evel eur mor a aour hag a blijadur ec’h eont da neuzial ennan. Nag a bechou a zo koulskoude stignet ouz o gortoz, pechou euzus e risklfont enne hep goût d’hê, e risklfont enne zoken gant plijadur.

Eun devez, marteze, p’o devo kollet war an dro yec’hed ar c’horf ha yec’hed an ine, e tigoro o daoulagad ; ar glac’har, evit ar wech kentan, a biko o c’halon. Mes, ’benn neuze, e vefont re ziwezat evit adsevel, rak kouezet e vefont re izel.

Hag, e keit-se, ouz an tad hag ar vamm, er gêr, e vo kuzet ar wirione. E-pad ar miziou kentan o devo bet lizeriou niverus. Ar pôtr a oa plaset en eun tiegez kristen, ar verc’h a oa e ti eun aotrou heg eun itron goz, e oa red d’ezi eno mont bemde d’an oferenn. Keleier evel-se a zec’has tamm-ha-tamm daoulagad an dud glac’haret gant an disparti. An tad a zo konfortet, ar vam a zo frealzet ive hag a gemer fizians en distro. Ha, pa zeuio betek d’ei eun hekleo dister eus dizurziou ar c’heriou bras, e vo beuzet enne, ’benn neuze, he mab hag he merc’h karet, ar vamm-ze, souezet bras, a lavaro :

« O siouaz ! e c’hall bezan tud ken fall war an douar ! A, fe ma Doue ! »

Koulmig Arvor.